Brezel-bed kentañ
Eus Wikipedia
(Adkaset eus Brezel-bed Kentañ)
| Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn. |
Ar brezel-bed kentañ a zo ur brezel a c'hoarvezas en Europa dreist-holl etre 1914 ha 1918. Eno eo e c'hoarvezas an emgannoù brasañ met brezel a voe en holl gevandirioù hag en holl gornioù ar bed, war zouar ha war vor, hag en oabl ivez evit ar wech kentañ.
Brezel-bed a vez laret, rak ar wech kentañ e voe gwelout kemend-all a vroioù o kemer perzh. Koulskoude, a-raok ma strakas an Eil brezel bed e vez anvet ar Brezel Bras, ha soñjal a rae d'an dud e vije an hini diwezhañ.
E-pad an hañv 1914 e Sarajevo e strakas ar brezel-se.
D'an 11 a viz Du 1918 e Koadeg Compiègne e voe sinet an arsav-brezel, ha d’an 28 a viz Mezheven 1919 e voe sinet ar peoc'h (Feur-emglev Versailhez).
Lazhet e voe un 10 milion bennak a dud.
Talbennoù [kemmañ]
Emgannoù [kemmañ]
- e Bro-C'hall:
- e lec'hioù arall: