Talbenn an Ijzer
Eus Wikipedia
| Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn. |
| Emgann an Ijzer | |||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
| Tamm eus Brezel-bed kentañ | |||||||
|
|||||||
| Emgannerien | |||||||
| Pennoù-brezel | |||||||
| Alberzh Iañ a Velgia Amiral Ronarc'h |
Jeneral Beseler Alberzh a Wurtemberg |
||||||
| Niver a emgannerien | |||||||
| Belgia: 4 ran-arme troadeion, 2 rann-arme adarme France: 1 rann-arme troadeion, 1 vrigadenn morlu |
Arme Beseler 3vet Korf adarme 4vet Arme (nevez) 22vet Korf adarme 23vet Korf adarme 26vet Korf adarme 27vet Korf adarme (11 rann-arme) |
||||||
| Tud lazhet | |||||||
| soudard Belgia: 40 000 Bro-C'hall: 15 000 |
soudard | ||||||
Talbenn an Ijzer a zo un talbenn war ribl ar stêr Ijzer e Flandrez Belgia e-pad ar Brezel-bed kentañ.
[kemmañ] Dourbeuz
- Adalek an 21 a viz Here betek an 29 a viz Here 1914 e klasker beuziñ an douaroù etre Nieuwpoort ha Diksmuide, da lâret eo an dachenn etre ar Ganzepoot en Nieuwpoort, Sint-Joris, pont Tervaete, pont Schoorbakke, an hent-houarn Nieuwpoort- Diksmuide ha Diksmuide, diwar urzh ar pennlu belgiat, gant skoazell ar merdead Hendrik Geeraert ha Karel Cogge. D'an 21 a viz Here eo beuzet Ouf Nieuwendamme (nn 4 ouzh ar gartenn) . N'eo ket trawalc'h: Geeraert a zeu a-benn da gendrec'hiñ ar pennlu da lakaat da zigeriñ dor bras an Noordvaart (Kanol an Norzh) er Ganzepoot ha divizet eo d'an 26 a viz Here beuziñ ar vro etre Nieuwpoort ha Diksmuide. N'eo ket efedus an taol kentañ. Kregiñ a ra an dourbeuz da vat d'an 29 a viz Here da 7 eur 30 noz en ur zerc'hel digor bras dorioù an Noordvaart e-pad c'hwec'h euriad a-raok serriñ anezhe en-dro. Hendrik Geeraert hag ur strolladig milourion ar brezelijinouriezh belgiat a labour memes mod meur a wezh. Al lu alaman ne c'hell ket mont pelloc'h ha kilañ a ra d'an 31 a viz Here en ur lezel dafar-brezel hag ur bern korfoù-marv soudarded war e-lerc'h.
[kemmañ] Savadurioù-kreñv ar Re Gevredet
Skluzioù ar Ganzepoot e Nieuwpoort, alc'hwez an dourbeuzadeg
Ganzepoot ha waterwegen 1. Ijzer; 2. Kanol Plassendale-Nieuwpoort; 3. Kanol Nieuwpoort-Duinkerke; 4. Ouf Nieuwendamme; 5. Slijkvaart; 6. Grote Beverdijkvaart; 7. Oude Veurnevaart; 8. Mor an Hanternoz
Dourbeuz e Ramskappelle, 1916