9 Genver
Eus Wikipedia
(Adkaset eus 9 a viz Genver)
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù[kemmañ]
- 1924 : barr-reverzhi e Breizh.
- 1992 : embannet eo Republik Bosnia ha Herzegovina.
- 2005 : sinet un Emglev-peoc'h e Nairobi (Kenya) etre gouarnamant Soudan hag emsavidi ar Su. 2 milion a dud a oa bet lazhet er brezel-mañ abaoe 1983.
Ganedigezhioù[kemmañ]
- 1554 : Gregor XV (Alessandro Ludovisi), Pab († 8 a viz Gouere 1623 e Roma).
- 1863 : Arturo Reggio, mestrc'hoarier echedoù italian († 17 a viz Gouere 1917 e Milano).
- 1908 : Simone de Beauvoir, skrivagnerez c'hall († 1986).
- 1913 : Richard Nixon, prezidant Stadoù-Unanet Amerika (SUA) († 1994).
- 1941 : Joan Baez, kanerez amerikan.
Marvioù[kemmañ]
- 1514 : Anna Vreizh, dugez Breizh, ha rouanez Bro-C'hall (1491-1498) ha (1499-1514) (° 25 a viz Genver 1477 e Naoned).
- 1873 : Napoleon III, impalaer ar C'hallaoued.
- 1884 : Daniel Harrwitz, mestrc'hoarier echedoù alaman.
- 1905 : Louise Michel, anarkourez c'hall (° 1830).
- 1952 : Pier Laorañs, barzh (° 1874).
- 1966 : Ladislav Prokeš, mestrc'hoarier ha saver kudennoù echedoù tchek (° 8 a viz Mezheven 1884 e Praha (Aostria-Hungaria d'ar mare-se)).
Lidoù[kemmañ]
- Katoligiezh:
- Sent an deiz :
- sant Adrian
- E Breizh:
- Ar Seizh Sant,
- sant Faelan, abostolour Skos.