Arvorig FM
Ur skingomz vrezhonek eo Arvorig FM, nann kenwerzhel eo. Staliet eo e Landerne, e Park Ijinañ Meskoad. Skingaset e vez hec'h abadennoù hollvrezhonek war an talm 91,7 MHz e Bro-Leon ha 107MHz e Landerne. Mouezh Bro-Leon eo he lugan ha skrivet eo "E brezhoneg penn-da-benn" en he logo. Adkaset e vez lod eus an abadennoù gant Radio Kerne, Radio Kreiz Breizh ha Radio Bro Gwened.
An arc'hant implijet gant ar radio a teu eus Kuzul Rannvro Breizh, Kuzul Departamant Penn ar Bed hag eus un aozadur stad (an FSER : Fond de Soutien à l'Expression Radiophonique).
Bec'h he deus bet ar radio o kaout ur frekañs nevez digant ar CSA e 2007.
[kemmañ] Istor
Krouet eo bet Arvorig FM e Brest e 1995. Mont a reas studioioù ar radio d'en em staliañ e Kommanna goude-se. Ha bremañ emaint e Landerne.
[kemmañ] Aozadur
- Prezidant : Jean-Claude Le Gouaille
Kenlabourat a ra er bodad Brudañ ha skignañ.
[kemmañ] Liammoù diavaez
| Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |