Herve ar Beg

Eus Wikipedia

Herve ar Beg (ganet e Kemper d'ar 24 a viz C'hwevrer 1951) zo un emsaver sevenadurel ha politikel breizhat. Goude graet studioù saoznek ha brezhonek e Skol-veur Breizh-Uhel e Roazhon, ha tremenet ur bloavezh-skol e Kembre o kelenn galleg en ur zeskiñ kembraeg (1972-73), en deus graet war-dro ar gelaouenn divyezhek Evid ar brezhoneg, a oa bet krouet gant an Tregeriad Claude Henry, hag a oa renet gant Alan Stivell. Krouet en deus Radio Kreiz Breizh, ha lakaet eo bet er-maez gant ar bolitikerien dre ma oa ezel eus Emgann ha SAB. Meur a wech eo bet kaset dirak al lez-varn dre ma stourme evit ar brezhoneg. Rener Arvorig FM eo bremañ.

Prosez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D’an 3 a viz Mae 1984 e oa bet lakaet Herve ar Beg « dindan evezh ar justis » dre ma tamalle barner-enklasker Gwengamp dezhañ bezañ duet panelloù en Bro-Dreger. Ne voe ket barnet ar stourmer a-raok miz Even 1987. Galv a reas, ha adtremen a reas dirak lez-varn galv Roazhon d’an 12 a viz Genver 1988 ha digresket e voe an digoll da baeañ gant ar prokulor (18 000 lur nebeutoc’h). A-benn ar fin e voe embannet ar varn ur sizhun goude ha didamallet ar paotr abalamour d’ur fazi prosezadur.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]