Alan Stivell

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Alan Stivell
Alan Stivell - Jeudis du port 2013.jpg
Alan Stivell war al leurenn en Brest (2013).

Anv Alan Cochevelou
Ganet 6 a viz Genver 1944
Riom
Micher(ioù) Saver pozioù
Soner
Kaner
Sonaozour
Doare(où) Sonerezh keltiek, Sonerezh Breizh, Sonerezh a-vremañ, Rock, Sonerezh elektronek, Sonerezh sinfonek, World Music, Folk, Fusion, Cross-over
Doare mouezh Tenor
Benveg(binviji) Telenn geltiek,binioù, bombard, tin-whistle, klavier
Bloavezhioù oberiant abaoe 1953
Label(ioù) Keltia III
Lec'hienn ofisiel alan-stivell.com

Endro Jim Kerr, Paddy Moloney, Shane MacGowan, Dan ar Braz, Gabriel Yacoub, Kate Bush, Gilles Servat, C'hoarezed Goadeg, Glenmor, Soig Siberil, Youssou N'dour, John Cale, Khaled, Djura, Idir, Angelo Branduardi, Dom Duff

Alan Stivell (Alain Cochevelou e anv en ti-kêr) a zo ur soner breizhat hag ur c'haner brezhonek, ganet d'ar 6 a viz Genver 1944 e Riom en Aovergn, e Bro-C'hall. Mab e oa da Georges Cochevelou, kargad gall, a oa e familh a orin eus Gourin, hag a zilojas goude da Bariz, ma voe maget ha skoliet Alan.

Soner ha kaner

A-vihanik e oa troet gant Breizh hag ar geltiegezh ha dreist-holl gant ar sonerezhioù liesseurt a gaver e Breizh-Izel, Iwerzhon ha Bro-Skos.

N'eus mar ebet eo ar soner ha kaner brudetañ er bed en deus kanet e brezhoneg. Bez' ez eo unan eus an arzourien gentañ hag o deus bet mesket binvioù sonerezh tredan ha binvioù sonerezh akoustik.

Brudet eo evel telennour hag eñ an hini a zegasas brud d’an delenn geltiek e Breizh hag e meur a vro all, a-raok bout unan eus luskerien brudet ar folk-rock hag ar world music adalek fin ar bloavezhioù 1960, an hini kentañ e Breizh, hag unan eus ar re vrudetañ er bed a-bezh.

Roet en deus lañs d'ar sonerezh hengounel e Breizh, d'ur mare ma oa ken disprizet, hag e meur a lec'h all. Abaoe 1975 avat (ar mare ma paouezas Gabriel Yacoub, René Werneer ha Michel Santangeli a seniñ gantañ), ne vez ket klevet na gwelet Alan Stivell er mediaoù bras nemeur (e-maez ar skingomzoù brezhonek bihan).

Gant e ganaouennoù ivez en deus labouret da ziskar ar vezh a oa en-dro d'ar brezhoneg ha sachet kalz tud d'ar brezhoneg. Hiziv eo digresket e levezon, e-maez bed ar sonerezh, goude ma'z eo bet anvet da brezidant a enor Kuzul Sevenadurel Breizh nevez-flamm 2009.

E vuhez

E yaouankiz - an delenn he c'herdin nilon, Bagad Bleimor, ...

Ganet oa d’ar 6 a viz Genver 1944 e Riom (Aovergn), en ur familh a orin eus Gourin ha Pondivi. Tremen a reas e yaouankiz e Pariz.

E dad, Georges Cochevelou (Jord a skrive ivez), hag a blije ar sonerezh hag an ebenouriezh dezhañ, a beurechuas un delenn gant kerdin nilon e penn kentañ ar bloazioù 1950. Alain hag a oa krog da zeskiñ ar piano a grogas da gemer kentelioù telenn gant ar delennourez klasel brudet Denise Mégevand. Hag e miz Du er bloaz-se end-eeun e sonas Alain evit ar wezh kentañ er "Maison de la Bretagne" e Pariz.

Klevet e voe goude-se gant e delenn e meur a lec'h: Unesco, Iliz-Veur Gwened, etc. E 1957 e tigoras abadenn Line Renaud en Olympia Pariz.

Er bloazioù-se eo e krogas Alain da zeskiñ brezhoneg ha da seniñ binvioù all neuze (bombard, pib-veur, tin-whistle, etc.). Emezelañ a reas ouzh bagad Bleimor e dibenn ar bloazioù 1950 ivez ma teuas pennsoner e deroù ar bloazioù 1960.

E 1959 e voe enrollet e bladennig kentañ "Musique Gaélique" hag e 1963, e bladenn vras kentañ "Harpe celtique".

(1966-1971) Eus Alain Cochevelou da Alan Stivell - an delenn he c'herdin metal

Dilezet gantañ e delenn he c'herdin nylon e krog Alain Cochevelou da c'hoari gant un delenn he c'herdin metal. Gwelet e vez alies o kanañ hag o seniñ war leurennoù liesseurt (American Center e Pariz, Queen Elisabeth Hall e Londrez, etc). Brudetoc'h-brudetañ e teu da vezañ war ar gwagennou radio ivez. Er mare-se e choazas Alain Cochevelou ober gant an anv "Alan Stivell", ar c'haner Alan Stivell : gwelloc'h e veze gantañ miret e wir anv pa ne rae ken nemet telenniñ.

E 1968 e sone hag e kane e kastell Felger, dirak tud ar C'hendalc'h Keltiek. Koulskoude eo e 1970 e teuas anv Alan Stivell da vezañ brudet gant ur bladenn vihan ma veze klevet ar ganaouenn Brocéliande en un tu, hanter e galleg ha hanter e brezhoneg (digomprenus a-walc'h), ha Son ar chistr en tu all.

Goude e teuas e bladenn vras kentañ "Reflets", a zeuas er-maez e 1970. Ur bladenn a-bouez a gaver warni meur a zoare sonerezh : Tonioù telenn a Vreizh hag a Iwerzhon, kanaouennoù brezhoneg hengounel, kanaouennoù e galleg awenet gant ar "geltiegezh", ur ganaouenn folk e saozneg. Binvioù tredan mesket gant binvioù hengounel. An holl draoù a roio e vrud da Alan Stivell er bloazioù war-lerc'h.

Ur bladenn vihan all a vo, "Pop-plinn": adkemeret en doa, en un doare "pop" diouzh ar c'hiz, an ton a veze sonet gant Etienne Rivoallan ha Jorj Kadoudal e festoù-noz kanton Boulvriag ma ne rede ket dezho ar yaouankizoù c'hoazh.

Setu lañset gantañ un doare sonerezh nevez (e Breizh hag er bed a-bezh a lavaro darn) a vo anvet ar "world music" un nebeud bloazioù war-lerc'h : un doare sonerezh awenet gant an hengoun pobl ha digor da levezon ar rock ha ar folk.

A-raok mont pelloc'h war an hent-se, e enroll e 1971 ur bladenn sonerezh gouestlet d'an delenn folk keltiek anvet "Renaissance de la Harpe Celtique" (dindan an anv Alan Stivell-Cochevelou). Ur bladenn holl-vrudet ha mil enoret hag a roas c'hoant da gantoù a dud da zeskiñ c'hoari gant an delenn er bed a-bezh. Ul lodenn vat eus ar bladenn ("Gaeltacht") zo gouestlet da sonerezh Iwerzhon ha Bro-Skos. Gouestlet eo ar bladenn da Denise Megevant ha da Georges Cochevelou. Unan eus ar c'haerañ pladennoù bet enrollet gant Alan Stivell-Cochevelou hervez meur a gritik.

1972-1976 - Alan Stivell / Gabriel Yacoub / Michel Santangeli, etc- Ar pop keltiek en e vog

Etre 1972 ha 1975 e voe embannet peder fladenn hag a zigasas un dispac'h sevenadurel bihan e Breizh.

Teir fladenn folk-rock : "A l'Olympia" da gentañ, enrollet war al leurenn e ti brudet an Olympia e Pariz e miz C'hwevrer 1972. Deuet da vezañ ur best-seller e meur a vro. "Chemins de terre", enrollet e 1973. Heñvel a-walc'h ouzh pladenn an Olympia evit a sell ar stil, met enrollet en ur studio en dro-mañ. Ur bladenn hag a reas berzh bras ivez. Ha neuze "e Dulenn" enrollet e 1974 hag embannet e 1975. Ur bladenn rockoc'h un tamm-mat (liv an hard-rock a glever war un ton pe zaou). Ur bladenn enrollet war ar leurenn e Dulenn (Iwerzhon). Evit ar wezh kentañ e kinnig Alan Stivell kanaouennoù blaz "Yann an emsaver" warno ha dreist-holl ur seurt kanaouenn souezhus, "Delivrance", ur seurt barzhoneg e galleg lavaret war don kantik Rostrenn, hag a zisplijo ar pozioù eeunik anezhi da lod dud.

Roet e voe ar sonerezh folk-rock nevez-se da glevet da vilionoù a dud er bed a-bezh. Ha roet c'hoant da galz anezho e Breizh hag en tu all da Vreizh da zezrevell Alan Stivell hag e strollad (Tri Yann, Gwendal, Sonerien Du, etc.).

E-pad ar pevar bloaz pouezus-se e oa Alan Stivell ouzhpenn ur c'haner harpet gant sonerien all. Ur strollad e oa, ennañ meur a soner barrek-mat : Alan evel-just (kan, telenn, bombard, pib-veur...) met ivez Gabriel Yacoub (kan, gitar, dulsimer, banjo) hep ankouaat René Werneer (violoñs), Dan Ar Braz (gitar), Pascal Stive (klavieroù) ha Michel Santangeli (taboulinoù).

Ouzhpennañ a ranker "e Langoned" (e 1974). Ur bladenn peurakoustik. Liv an hengoun war ar pep brasañ eus an tonioù. Ur bladenn ma klever "kan ha diskan" ha binioù-kozh evit ar wezh kentañ. Homañ a awenas a dra sur an dud a faote dezho chom tostoc'h d'ar sonerezh hengounel ha folk (Kornog, h.a.)

1976-1980 - Alan Stivell an arzour liesdoare

Pa guitaas Gabriel Yacoub, René Werneer ha Michel Santangeli ar strollad, e cheñchas un tamm-mat ar pezh a oa gant Alan Stivell da reiñ da selaou d'an dud.

Peder fladenn disheñvel-mat an eil re diouzh ar re all a voe embannet er mare-se. Ne'n doa ket Alan Stivell aon da gemer riskloù. Hag a-dra-sur ne glaskas ket plijout d'an holl dre reiñ sonerezh pop-folk "aes da selaou" bep tro.


E 1976 e voe embannet "Trema'n Inis". Ur bladenn "intimist" ken ha ken gouestlet d'ar varzhoniezh vrezhonek. Etre kanañ ha dibunañ a ra Alan war ar bladenn-mañ. Evit a sell ar sonerezh, n'eus nemet telenn (war bouez un ton ma klever gitar Dan ar Bras). Gouestlet eo ar bladenn d'e dad nevez marvet.

E 1977 e voe embannet "Raok dilestra". Ur bladenn gouestlet d'ar welidigezh en deus Alan Stivell eus Istor Breizh ha da stourmoù an emsav breizhek. Ur bladenn binvidik ha dedennus kenañ evit a sell ar sonerezh, met ur bladenn a vo kavet dipitus gant meur a hini abalamour d'ar pozioù savet gant an arzour. Dizoleiñ a reer sell eeunik an arzour war Istor Breizh, ha pozioù skrivet en ur brezhoneg kamm da vat.

E 1978 e voe embannet "Un dewezh 'ba 'gêr". Ur bladenn siouloc'h da vat hag a denn un tamm da "e Langoned". Ur bladenn blaz ar jazz un disterañ warni, ma vez roet plas d'ar "sonerezh hervez an imor" (= primaozadennoù). Evit ar wezh kentañ e tizoloer un ton a Vreizh-Uhel hag ur ganaouenn kanet e Kerneveureg.

E 1979 e voe embannet "International tour- Tro ar Bed". Ur bladenn enrollet "live". Homañ zo gwall-zisheñvel diouzh an div bladenn "live" all bet enrollet gant Alan Stivell. Kontrol d'an div bladenn-se e kaver war homañ tonioù ha kanaouennoù a gaver war ar pladennoù studio kent ("Raok dilestra" dreist-holl). Kalite an enrolladenn n'eo ket eus ar re wellañ-holl siwazh. Unan eus pladennoù nebeutañ gwerzhet hag anavezet Alan Stivell.

E 1979 e enrollas Alan Stivell e "Symphonie Celtique". Ur bladenn doubl ma voe bet pedet un niver bras a sonerien, dezho orinoù disheñvel. Savet an holl donioù ha kanaouennoù gant Alan e-unan, ha troet e yezhoù liesseurt (iwerzhoneg, brezhoneg, saozneg, tibeteg, berbereg, etc). Paotr ar "world music" hag ar sonerezh "cross-over" (jazz-rock, klasel, rock, pop) a gaver amañ.

D'an 3 a viz Eost 1980, e c'hoarias e "Symphonie celtique" gant kantadoù a sonerien dirak 10 000 a dud en Oriant da geñver Gouel etrekeltiek an Oriant. Siwazh ne voe ket peurechuet ar sonadeg abalamour d'ar glav.


1981 - Hiziv an deiz - Alan hag an "diz-Alan" - Variété, New age, Teknno, Elektro

Ur mare nevez a grogas adalek ar bloazioù 80 evit Alan Stivell, ur mare siouloc'h, evel ma tigouezhas da galz a ganerien bet en o bog er bloazioù 70 (daoust d'ar sonedagoù stank pe stankoc'h e Frañs hag en estrenvro). Aet ar sonerezh folk-rik e-maez ar c'hiz e ergerzhas Alan Stivell-Cochevelou ar sonerezhioù nevez a ziwanas er bloazioù 80, 90 ha 2000. "Variété" ("Variété française" a-wezhiou) ("bed an dud vew", "1 douar", "Explore", "Brian Boru", "back to Breizh"), New Age ("Harpe du nouvel age", "the mist of Avalon", "au dela des mots", Mojenn"), Rock keltiek ("bed an dud vew", "Brian Boru"), Tekno ("Brian Boru"), Elektro ("Explore", "1 douar"), Folk ar bloazioù 1990 ("Brian Boru"). Meur a hini a baouezas da heuliañ Alan Stivell adalek ar mare-se. Re zisheñvel, a lavaro lod, diouzh Alan Stivell ar bloazioù 70. Gwir eo n'haller ket kavout na kanaouenn, na pladenn "kult" ebet e-mesk an traoù bet enrollet ha savet war-lerc'h 1980. Met chomet ez eus un tamm mat a aficionados feal ouzh o idolenn.

Ur gompilasion bennak a voe embannet er mare-se ivez, hag en o zouez e ranker menegiñ an doare kompilasion "Again" a voe enrollet e 1993. Berzh a reas ar bladenn, a drugarez da labour brudañ ti embann Alan Stivell (Keltia III) ha Dreyfus ha d'ar bruderezh graet gant TF1 neuze. Degouezhout a reas kement-se er mare end-eeun ma oa adtommet kalon ar publik bras ouzh ar sonerezh folk hag ar sonerezhioù a Vreizh hag a Iwerzhon. Kentoc'h eget ur gompilasion e oa Again un adenrolladenn eus tonioù brutetañ Alan Stivell ar bloazioù 70. Pedet e voe sonerien e-leizh da gemer perzh er bladenn-mañ, en o zouez Dan Ar Braz, Shane MacGowan, Laurent Voulzy, Gilles Servat, Robert Le Gall, Davy Spillane, etc. Ur bladenn vat hervez lod, ur bladenn dipitus ha kenwerzhel hervez lod all.

Ur bladenn nevez zo war ar stern gant Alan Stivell, "Emerald" hec'h anv. Dleout a rafe bezañ embannet e dibenn 2009.

Alan Stivell, Paotr al leurenn pe paotr ar studio?

Alan Stivell hag an Emsav

Alan Stivell hag ar brezhoneg

N'eo ket war ar sonerezh hepken e santer efed berzh Alan Stivell ar bloavezhioù 1971-1974 e Breizh. War ar brezhoneg ivez. Daoust ma n'eo ket ar brezhoneg ur yezh mestroniet re vat gant an arzour e-unan (pouez-mouezh galleg, gallekadurioù ha fazioù stank) en deus sikouret ha brudet ar brezhoneg muioc'h eget den all ebet er bed en e raok, dre reiñ anezhañ da glevet er bed-holl ha dre-se dedennañ milieroù a dud d'ar brezhoneg. Bras eo an niver a vrezhonegerien nevez hag a bennoù brezhoneg hag a lavar bezañ kroget da studiañ ar yezh war-lerc'h bezañ bet boemet gant e sonerezh.

Alan Stivell hag ar "sonerezh keltiek"

Rebech a ra sonerien hag arbennigourien zo da Alan Stivell komz eus "sonerezh keltiek" pa zlefed komz eus sonerezhioù liesseurt ha disheñvel o orin a gaver er broioù keltiek.

Trivia

  • Ar ganaouenn "M.J." ("Bed an dud vew") zo gouestlet d'e wreg Marie-Jo.
  • Ar ganaouenn "Ewan" ("Raok dilestra") zo gouestlet d'e vab kentañ, Ewan.
  • Ar ganaouenn "Raok mont d'ar skol" ("Bed an dud vew") zo gouestlet d'e eil mab.
  • Breur eo da Ifig Cochevelou, aet da skolaer brezhoneg e Kreiz-Breizh goude bezañ bet desket ar yezh.
  • Ober a reas ar fentigellour gall Pierre Desproges fent gant Alan Stivell en unan eus e " réquisitoires".

Enorioù

E 1994 e voe roet Kolier an Erminig dezhañ en abeg d'e labour evit Breizh hag ar brezhoneg.

Pladennoù bras

  • 1959-1963 : Telenn geltiek (enrolladurioù kentañ)
  • 1970 : Reflets
  • 1972 : Renaissance de la Harpe Celtique
  • 1972 : À l'Olympia (sonadeg enrollet)
  • 1973 : Chemins de Terre
  • 1974 : E Langonned
  • 1975 : E Dulenn (sonadeg enrollet)
  • 1976 : Trema'n Inis
  • 1977 : 'Raok dilestra
  • 1978 : Un dewezh 'ba 'gêr
  • 1979 : International tour - Tro ar Bed (sonadeg enrollet)
  • 1979 : Symphonie Celtique - Tir na nOg
  • 1981 : Bed an dud vew
  • 1983 : Mojenn
  • 1985 : Harpes du nouvel âge - Telenn a' skuilh dour
  • 1991 : The mist of Avalon
  • 1995 : Brian Boru
  • 1998 : 1 Douar
  • 2000 : Back to Breizh
  • 2002 : Au-delà des mots - En tu-hont d'ar c'homzoù
  • 2006 : Explore
  • 2009 : Emerald

Dibab tonioù

  • 1975 : Grand Succès d'Alan Stivell
  • 1993 : Again (N'eo ket ur gwir gompilasion avat, tonioù kozh brudet bet adenrollet kentoc'h)
  • 1993 : 70/95 Zoom
  • 1997 : Routes
  • 1999 : Vers l'île
  • 2004 : Parcours (CD ha DVD)
  • 2012 : Ar Pep Gwellañ (+ Olympia 1972)
  • 2013 : 40th anniversary Olympia 2012 (CD ha DVD)

Kanaouennoù, tonioù na c'haller ket kavout aes

  • Ur bladennig 45 tro (1986), warni div ganaouenn e brezhoneg, unan da c'hoapaat an dud o doa berzet outañ kanañ en iliz-veur Kemper ("Delirium"), hag un all da ganañ meleudi da Stad Brest (ar skipailh football).
  • "Levenez" (poziou gant Gawain ; sonerezh gant J.Cochevelou) a gaver war ur bladenn vras anvet "Skoazell Vreizh - soutien aux familles des detenus politiques Bretons". Ur ganaouenn gouestlet da Yann-Kel Kernalegenn a varvas gant e vombezenn en anv an F.L.B.
  • Ur bladennig arc'hant (1998) da vrudañ donedigezh "1 Douar". Warni daou don telenn "Mintin Sioul" ha "Stivelloù kozh"
  • "Eliz Iza" kanet gant ar c'hoarezed Goadeg, Alan Stivell-Cochevelou ouzh an delenn (1972). War ar bladenn "1er festival pop-celtic, Kertalg 72" (chant du monde)

Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.