Bombard

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Ur benveg-seniñ eo ar vombard, eus familh ar binvioù dre c'hwezhañ, a orin eus familh ar « c'hoadhuelennoù »(oboell). Implijet e vez ar vombard e sonerezh hengounel Breizhad, ne vez kavet nemet e Breizh, e lec'h ma vez implijet evit seniñ dre goublad pe e bagadoù. Ral eo gwelet un talabarder o soniñ e-unan rak e goulenn ar benveg ur striv korfel bras a-walc'h a benn c'hwezhañ el lañchenn. Alies e son un talabarder gant ur binioù (bras pe bihan), rak e c'hall ar benveg-se c'hoari hep ober ehanoù.

Taolenn

[kemmañ] Lodennoù ur vombard

Savet e vez ar vombard e teir lodenn: al lañchenn, ar c'horf hag ar pavilhon.

  • Al lañchenn : Al lañchenn a zo un ibilig kavet e penn a-us ar vombard, savet eo gant daou damm korz troc'het moan-tre, stumm viig a zo gant an daou lodenn-se, staget kenetrezo gant un fiselenn moan-tre tro-dro d'un duelennig houarn hag a echu gant un tamm lech beget ha toullet, a-benn gallout sankan al lañchenn e korf ar vombard.
Lañchenn binioù ha bombard
  • Ar c'horf : Ar c'horf a zo savet gant koad kallet: koad ebena, koad beuz, koad gwez pêr pe avaloù, gaiak. Warnañ e vez kavet 6 toull pe muioc'h gant ma vez alc'hwezioù. Gallout a ra ar vombard bezañ bravet gant kelc'hiadoù stegn, kerniel, gant seurtoù koad disheñvel, pe zoken gant ivor.
  • Ar pavilhon : Ar pavilhon a zo un tamm koad korneg toullet a zo ouzhpennet e penn korf ar vombard a-benn krenvaat ha bravaat ar son. Savet e vez gant koad ivez hag e c'hell bezañ ouzhpennet traoù dioutañ ivez a-benn e bravaat.

Tu 'zo kontan ul lodenn (pe lodennoù) ouzhpenn diouzh ar fed ma vez alc'hwezioù, deus unan betek 3, pe muioc'h a-wechoù. War ar bombardoù e vez an aliesañ div alc'hwez.

[kemmañ] Istor

Adalek an azginivelezh eo bet lakaet e-pleustr skeuliad ar solfadurezh en ur dec'hel kont eus an translatañ, ar reizhded hag an tu da c'hoari (arabat e vefe bet re a zifoc'h evit c'hoari d'ur benveg d'egile). Ar c'hoadoù uhel (oboell) a zo ar benveg bet reizhet a-benn doujañ d'an tri emglev-se. An binviji aer hengounel a zo bet implijet e memes amzer hag hag c'hoaduelioù a-raok mont da get, estreget ar vombard hag en deus dreistvevet e Breizh. E lodenn gentañ an XXvet kantved eo aet war zigresk bras an niver a sonerien a vinioù kozh hag a dalabard. Deuet eo en-dro ar vinviji hengounel-se war well er bloavezhioù 1970, e-pad adkreskadurezh an hengoun Breizhad, gant brud Alan Stivell hag ar fed e vefe bet graet festoù-noz hag konkourioù sonerezh hengounel. Un tamm war lec'h eo bet krouet Bodadeg Ar Sonerion, hag a stroll meur a wech bep bloaz bagadoù a rummadoù disheñvel, deus ar pempved rummad d'ar c'hentañ hini.

Meur a donegezh a vez kavet evit ar vombard, an aliesañ e vez kavet bombardoù e si bemol, memes tonnegezh hag ar binioù bras skosat, rak e vez kavet alies-tre koubladoù pe bagadoù o seniñ gant an daou venveg-se. Kavet e vez bombardoù a donnegezhioù all Fa, Sol, Sol#, La, Si♭, Do ha Re. Implijet e vez ar seurtoù disheñvel-se diouzh ar c'hoant da gaout ur son skiltroc'h pe boudoc'h, pe evit ober eilmouezhioù ouzhpenn d'ar bagad, evit reiñ ur stil pe seniñ gant binviji toniet en un donegezh all.

[kemmañ] Kemer ar benveg

Evel meur a venveg ez a en dro gant aer ha dougete vez ar vombard gant daou dorn, an hini dehou en-traon hag an hini kleiz a-us (pe kontrol evit an dud kleiziad). Ober a ra ar benveg ur c'horn skouer pe dost gant korf an talabarder, douget e vez al lañchenn etre an div vuzell, en ur stardañ un tammig anezhi. Paket e vez notennoù mui pe vui uhel, en ur stankañ mui pe vui a doulloù, deus an notennoù boudañ gant an holl doulloù stanket d'an notennoù skiltrañ en ur sevel ar bizied en un urzh resis.

[kemmañ] Lec'hioù seniñ

Koublad talabarder ha biniaouer

Sonet e vez ar bombard dre koubladoù (binioù kozh bombard) a-benn lakaat an dud da dañsal. Ar bombard a zo ivez unan eus an tri pupitr pennañ eus ar bagadoù (strolladoù muzik hengounel keltiek), gant ar binioù bras, ar c'heff sklaer ha toserezh. Awennet e vez ar bagadoù gant ar c'han ha diskan.

[kemmañ] Ar bombard, benveg brudet

Bombard kromatek e koad Ebena

Matilin an Dall a zo un deus an talabarderien brudetañ. Ganet e oa e 1789 e Kemperle, deuet eo da vezañ dall abred-tre, met kendalc'het en deus da seniñ. Tro ar bloavezhioù 1815 e oa Matilin ur soner brudet dija, graet en deus eus ar vombard e vicher ha sonet en deus un tamm e pep lec'h heuliet gant Yann ar Chapel, ar c'houblad-se en deus sonet asambles e pad un tregont bloaz bennak. Gouest e oa Matilin da seniñ tonioù hengounel Breizhad kement ha tonioù hengounel deus Pariz, seniñ a rae kement en euredoù hag e pardonioù ar rannvro, met seniñ a rae ivez er festoù labour-douar hag dirak an tudennoù politik. Pedet e oa bet da seniñ en "Tuileries" dirak ar roue Loeiz-Fulup kentañ, hag ivez dirak Napoleon III, a oa o weladenniñ Kemper e 1858. Marvet eo Matilin an Dall (Mathurin Furic eus e anv gwir) e 1859 e-touez tan-gwall e di. Meur a ganaouenn ha meur a varzhoneg a zo bet savet diwar e-benn, hag n'eus ket pell 'zo, un vandenn treset.

[kemmañ] Un nebeud sonerien brudet

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all