6 Genver
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1838 : lakaet eo ar pellskriver tredan kentañ da vont en-dro gant Samuel Morse.
- 1907 : digoret ur skol, doareoù-kelenn nevez enni (Casa dei Bambini), en ur c'harter paour eus Roma gant ar bedagogourez Maria Montessori.
- 1941 : ul lezenn a aotre ar c'humunioù da skoazellañ an deskadurezh prevez e Bro-C'hall.
Ganedigezhioù [kemmañ]
|
Paul Gustave Dore luc'hskeudennet gant Nadar
|
- 1412 : Janed Ark, brezelourez c’hall († 1431).
- 1619 : Savinien Cyrano de Bergerac, skrivagner gall († 1655).
- 1745 : Jacques-Étienne de Mongolfier, ijiner gall († 1799).
- 1798 : Marie Delaunay, Marie Dorval hec'h anv-leurenn, aktourez c'hall, mestrez Alfred de Vigny ha hini Alexandre Dumas da-c'houde.
- 1832 : Gustave Doré, tresour gall († 1883).
- 1909 : Raffig Tullou, kizellour breizhat, ezel eus Unvaniez ar Seiz Breur, saver Koun Breizh.
- 1944 : Alan Cochevelou, sonaozer breton, lesanvet Alan Stivell.
- 1947 : Sandy Denny, kanerez saoz († 1978).
- 1985 : Artyom Timofeiev, meurc'hoarier echedoù rusian.
Marvioù [kemmañ]
- 1693 : Mehmet IV, naontekvet sultan an Impalaeriezh otoman.
- 1786 : Pierre Poivre, ijinour labour-douar, liorzhour, louzawour ma misioner gall (° 23 a viz Eost 1719 e Saint-Romain-au-Mont-d'Or (Rhône)).
- 1829 : Josef Dobrovský, yezhoniour hag istorour tchek (° 17 a viz Eost 1753 e Balassagyarmat (Hungaria)).
- 1852 : Louis Braille, ijiner gall al lizherenneg evit ar re zall (° 1809).
- 1884 : Gregor Mendel, bevoniour eus Aostria (° 20 a viz Gouere 1822 e Heinzendorf bei Odrau (Impalaeriezh Aostria d'ar mare-se)).
- 1885 : Amable-Emmanuel Troude, geriadurour brezhonek (° 8 a viz Mae 1803 e Brest).
- 1919 :
- Theodore Roosevelt, politikour amerikan ha 26vet Prezidant ar Stadoù-Unanet, Priz Nobel ar Peoc’h (° 27 a viz Here 1858 e New York).
- Jacques Vaché, mignon da André Breton, skrivagner gall (° 7 a viz Gwengolo 1895 en Oriant).
- 1938 : Emil Ernod, yezhoniour (° 24 a viz Gouere 1852 e Sant-Brieg).
- 1970 : Vincenzo Castaldi, mestrc'hoarier echedoù italian.
- 1981 : A.J. Cronin, skrivagner skosat (° 1896).
- 1992 : Dizzy Gillespie, trompilhour jazz amerikan (° 1917).
- 1993 : Rudolf Nureyev,(Рудольф Хаметович Нуреев) korollour rusian (° 1938).
Lidoù [kemmañ]
- Gouel an dud anvet Tifen.
- “Nedeleg bihan” pe “Nedeleg ar merc’hed” en Iwerzhon.
- Iliz katolik roman:
- Gouel ar Rouaned.
- Sant Andrev Korsini, priol kouent ar C'harmez e Firenze hag eskob Fiesole en Italia (1373)
- Sent Breizh :
- sant Peran, tad sant Padern ha pried santez Yulizh.
- sant Merin, penitiour, roet en deus e anv da Bloveilh ha da Lanvilin.
- ganedigezh sant Melan pe Melani, paeron eskopti Roazhon.
- Ilizoù all :