29 Genver
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1616 : ar voraerien izelvroat Jacob Le Maire ha Willem Cornelisz Schouten a dremen hebiou Kab Horn da vont d’ar Meurvor Habask.
- 1819 : ar c’habiten saoz Thomas Stamford Raffles a daol an eorioù e bae Singapour ha sevel a ra un drevadenn eno hec'h anv Kompagnunezh saoz Indez ar reter.
- 1848 : Chile a zegemer ar sistem metrek.
- 1933 : anvet eo Adolf Hitler da gañseller Alamagn, gant ar prezidant Paul von Hindenburg.
- 1943 : bombezet eo Montroulez gant an aerlu saoz war greiz an deiz ; lazhet eo 80 den, bugale an hanter anezhe.
- 1996 : ar prezidant gall Jacques Chirac a embann e vo paouezet gant an "taolioù-arnod nukleel" e Polinezia.
- 2004 : pellgontrollet eo tour-tan Kereon eus tour-tan Ar C'hreac'h ; mont a ra kuit an daou ward diwezhañ, Brian O'Rorke ha Yann-Fulup Rocher, eus Kereon da vat.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1737 : Thomas Paine, dispac’hour ha skrivagner amerikan († 1809).
- 1843 : William McKinley, prezidant Stadoù Unanet Amerika († 1901).
- 1852 : Louis Harel de la Noë, ijinour breizhat, saver hentoù-houarn e Breizh († 28 a viz Here 1931 e Landerne).
- 1860 : Anton Tchec'hov, (Антон Павлович Чехов) skrivagner rusian († 15 a viz Gouere 1904 e Badenweiler (Impalaeriezh alaman d'ar mare-se)).
- 1866 : Romain Rolland, skrivagner gall Priz Nobel al Lennegezh e 1915 († 30 a viz Kerzu 1944 e Vézelay).
- 1913 : Victor Mature (Victor Joseph Maturi e anv gwir), aktour amerikan († 4 a viz Eost 1999 e Rancho Santa Fe (Stadoù Unanet)).
- 1926 : Abdus Salam, fizikour eus Pakistan, tapet gantañ Priz Nobel ar Fizik († 1996).
Marvioù [kemmañ]
- 1763 : Louis Racine, mab Jean Racine ha barzh gall (° 6 a viz Du 1692 e Pariz).
- 1820 : George III (° 4 a viz Mezheven 1738 e Londrez).
- 1829 : Paul Barras, politikour gall (° 30 a viz Mezheven 1755 e Fox-Amphoux).
- 1859 : William Cranch Bond, steredoniour amerikan (° 9 a viz Gwengolo 1789 e Falmouth (Maine) (Stadoù Unanet)).
- 1884 : Louis-Théophile Rozenzweig, diellour eus ar Mor-Bihan.
- 1930 : Carlo Salvioli, mestrc'hoarier ha skrivagnour echedoù ha teoriennour an dibennoù-partiennoù italian (° 2 a viz Du 1848 e Venezia (Italia)).
Lidoù [kemmañ]
- Sent an deiz :
- sant Gweltaz, lesanvet ar Fur (VIvet kantved).
- sant Gwizian, tiern eus Kernev-Veur (VIvet kantved)
- sant Frañsez a Sal (XVIIvet kantved)