20 Genver
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1852 : krouet eo ar gazetenn Le Phare de la Loire gant Victor Mangin ; embannet e vo betek an 13 a viz Eost 1944.
- 1942 : graet o soñj gant pennoù ar riez nazi lakaat e pleustr an "Diskloum diwezhañ" e-keñver ar Yuzevien.
- 1946 : roet e zilez gant Charles de Gaulle eus Gouarnamant da c'hortoz Republik Frañs.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1654 : Michiel de Swaen, skrivagner flandrezek eus Dukark († 3 a viz Mae 1707 e Dukark).
- 1775 : André-Marie Ampère, fizikour gall († 10 a viz Mezheven 1836 e Marselha).
- 1873 : Johannes Vilhelm Jensen, skrivagner danek († 1950).
- 1920 : Federico Fellini, filmaozer italian († 1993).
- 1943 : Louis Cardiet, c'hoarier mell-droad ar Stad Roazhon ; echu e vicher en US Berne.
- 1947 : Kirill Guimard, marc'hhouarnour ha rener sportel.
Marvioù [kemmañ]
- 1936 : George V, roue ar Rouantelezh Unanet, (° 3 a viz Mezheven 1865 e Londrez).
- 1970 : François-Tanguy Prigent, kouer ha politikour breizhat (° 11 a viz Here 1909 e Sant-Yann-ar-Biz).
- 1983 : Garrincha (Manoel Francisco dos Santos e anv gwir), melldroadour brazilan (° 28 a viz Here 1933 e Magé (Brazil)).
- 1993 : Audrey Hepburn, aktourez amerikan (° 4 a viz Mae 1929).
- 2004 : Jean Gwegeniad, politikour breton.
Lidoù [kemmañ]
Sent an deiz :
- sant Sebastian, merzher
E Breizh :
- santez Oanez, c'hoar ar roue Yezekael (VIvet kantved)
- sant Tarieg, abad, diskibl sant Padrig (Vvet kantved)