Omar Sy

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Omar Sy
Omar Sy e 2012
Omar Sy e 2012

Ganedigezh 20 a viz Genver 1978
Trappes (Yvelines), Frañs
Broadelezh Frañs Frañs
Micher(ioù) Aktour
Fentigeller
Filmoù brudet Nos jours heureux
Intouchables
Les Seigneurs
De l'autre côté du périph
Lec'hienn genrouedad www.omar-et-fred.com

Omar Sy, bet ganet d'an 20 a viz Genver 1978 e Trappes (Yvelines), a zo un aktour gallek.

Istor[kemmañ]

E vamm, a-orin eus Maoritania, a oa ur vatezh, hag e dad a oa ul labourer a-orin eus Senegal. Kregiñ a reas gant e vicher er bloavezhioù 1996 hag 1997 war « Radio Nova », hag aze e reas anaoudegezh gant e vignon Fred Testot. Goude war « Canal+ », e-kichen Jamel Debbouze, e kemeras perzh en abadenn Le Cinéma de Jamel. Krouiñ a reas Le Visiophon, un heuliasenn sketchoù bihan hag arvestoù.

D'ar 5 a viz Gouhere 2007, dimeziñ a ra gant Hélène, hag int o do 4 bugel.

E 2011, er film Intouchables e-kichen François Cluzet, c'hoari a ra Omar un den yaouank eus ar bannlev, hag a sikour un tetraplegik pinvidig. Brudet tre e teu da vezañ ar film-mañ, gant 19 milion a sellerien. Gant-se, tapout a ra ar « Globe de Crystal 2012 » eus an aktour wellañ, Priz an aktour gwellañ gant François Cluzet e Tokyo ha Cesar an aktour gwellañ.