André-Marie Ampère

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
André-Marie Ampère

Andre-Marie Ampère, a zo bet ganet e Lyon d'an 20 a viz Genver 1775 ha marvet e Marsilha d'an 10 a viz Even 1836. Ur jedoniour ha fizikour gall e oa. Ijinet en deus ar pellskriver tredan kentañ, ha, gant François Arago, ar maen-touch-tredan. E 1827 e tisplegaas teorem an tredanmagneterezh. E anv a zo bet roet da unanenn etrebroadel ar fonnder tredan : an amper.

[kemmañ] E vuhez

Ti bugaleaj Amper e Poleymieux, mirdi -Ampère an deiz a hiziv.
Delwenn Andre-Marie Ampère, plasenn Ampère war Gourenez Lyon

Adalek e vugaleaj, Andre-Marie Ampère a blijas dezhañ deskiñ. Kaset en dije da benn jedadennoù hir gant mein ha bruzhunoù kouignoù a-raok anavezout ar sifroù. Kregiñ a reas e dad da zeskiñ latin dezhañ, hogen e laoskas da gouezhañ pa welas e veze dedennet e vab gant ar matematik hepken. Koulskoude ec'h adkgrogas Ampère gant e gentelioù latin un nebeud bloavezhioù war-lerc'h, peadra dezhañ da gompren labourioù Leonhard Euler ha Daniel Bernoulli.

E 1796 e kejas Ampère gant Julie Carron, dimeziñ a rejont e 1799. Adalek 1796 e roas Ampère kentelioù matematik, kimiez ha yezhoù e Lyon. E 1801, e teuas da vezañ Ampère kelenner fizik ha kimiezh e Bourg-en-Bresse, e Skol kreiz departamant an Ain (er mare-mañ lise Jérôme Lalande), en ur leuskel e wreg hag e vab Jean-Jacques e Lyon. Mervel a reas e wreg e 1803. Er memes bloavezh e voe anvet Ampère da gelenner matematik e lise Lyon. E 1804 e voe anvet da vestr-studi dielfennadur er Skol liesteknik, en em staliañ a reas neuze e Pariz. D'ar c'hentañ a viz Eost 1806 e timezas gant Jeanne-Françoise Poto, hag e varvas e Versailles e 1866, da 88 vloaz, reiñ a reas ur verc'h dezhañ, Albine hec'h anv (1807-1842).

[kemmañ] Enorioù

  • Anvet e voe unanenn etrebroadel ar fonnder tredan amper en enor dezhañ.