Leonhard Euler

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Leonhard Euler

Leonhard Euler a oa ur matematikour hag ur fizikour a Vro-Suis, ganet d'ar 15 a viz Ebrel 1707 ha marvet d'an 18 a viz Gwengolo 1783. E-touez ar vatematikourien produusañ a zo bet war ar Voul-Zouar eo Euler. Renet en deus war ar matematik e-kerzh an XVIIIvet kantved ha diorroet en deus kalz an dielfennadur nevez. Produiñ a reas an hanter eus e oberenn hag eus e labour e-pad ar seitek bloavezh diwezhañ eus e vuhez, pa oa aet dall.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e 1707, e Basel (Bro Suis). Eno e studias ar matematik hag en doe Jean Bernouilli da gelenner. Galvet e voe e 1727 gant Katelin Iañ hag e voe kelenner war ar matematik e St-Petersbourg. E 1741 e teuas da vevañ e Berlin, da heul e tistroas da St-Petersbourg betek e varv.

Ezel e oa eus Akademiezh St-Petersbourg, eus hini Berlin, kenlabourer da Akademiezh C'hall ar skiantoù, paeet e voe gant Rusia. Talvoudus kenañ eo bet e labour evit ar matematik, dreist-holl evit ar jedoniezh diferañsiel hag integrel, lakaat a reas e pleustr an dielfennañ d'ar mekanikerezh, d'ar sevel bagoù, anataat a reas meur a deorem kinniget gant Per a Fermat.

Cheu a voe etre Euler ha d'Alembert, ur c'hevezer dezhañ war ar skiantoù, ha ne seblant ket bezañ bet ar gwir eus tu Euler.

A-douez e vern skridoù emañ:

  • Mekanikerezh dispaket dre an dielfennañ, St-Petersbourg, 1736;
  • Ambrougadur da zielfennadur an anfin, Lausanne, 1748;
  • Skiantoù morel;
  • Ensavadurioù ar jedoniezh diferañsiel;
  • Ensavadurioù ar jedoniezh integrel, 1768;
  • Lizher d'ur briñsez a Alamagn diwar benn un nebeud sujedoù fizik ha prederouriezh' (Priñsez Anhalt-Dessau, nizez roue Prus), skrivet en galleg eus 1761 da 1762, embannet e teir levrenn e 1768. En oberenn-mañ e oa kaoz eus fizik, metafizik ha lojik. Adembannet e voe meur a wech, e Pariz, da skouer gant Nikolaz Condorcet e 1787 hag a dennas ar pennadoù enepprederour. Adembannet e voe ivez e 1812, e 1842 hag e 1843.

Trizek bugel en doe Euler, eizh anezho a varvas ez-yaouank, ar re all a yeas da heul labour o zad.