7 Genver
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1325 : Alfonso IV a ya da roue Portugal.
- 1489 : aloubet eo Dugelezh Breizh gant armeoù Charlez VIII.
- 1558 : Frañs a gemer Kalez, ar c'hreñlec'h saoz diwezhañ er c'hevandir.
- 1610 : arsellet a ra Galileo Galilei peder loarenn vras Yaou (anvet “al loarennoù galilean”).
- 1921 : kadarnaet eo gant Parlamant Iwerzhon ar feur-emglev etre Bro-Saoz hag Iwerzhon.
- 1927 : pellgomzadenn etrebroadel gentañ (etre New York ha Londrez).
- 1979 : kouezhañ a ra Phnom Penh etre krabanoù arme ar Viêt-Nam. Kouezhañ a ra galloud ar Khmered ruz.
- 2012 : degouezhout a ra ar merdeer Loig Peyron e porzh Brest bet tapet an Trofe Jules Vern gantañ.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1502 : Gregorius XIII, (Ugo Buoncampagno), 226vet pab († 10 a viz Ebrel 1585).
- 1844 : Bernadette Soubirous, santez c’hall († 1879).
- 1858 : Eliezer Ben-Yehuda, saver an hebraeg modern.
- 1873 : Charles Péguy, barzh, skridarnodour ha skrivagner gall († (en emgann) 5 a viz Gwengolo 1914 e Villeroy (Seine-et-Marne)).
- 1899 : Francis Poulenc, sonaozer c’hall († 1963).
- 1916 : Paul Keres, mestrc'hoarier echedoù estoniat († 5 a viz Mezheven 1975 e Helsinki (Finland)).
- 1932 : Max Gallo, skrivagner c’hall.
- 1939 : Ivan Radoulov, mestrc'hoarier echedoù bulgar.
Marvioù [kemmañ]
- 1477 : Charlez an Her, dug Bourgogn.
- 1896 : Paul Verlaine, barzh c’hall.
- 1943 : Nikola Tesla, ijiner an tredan (° 10 a viz Gouere 1856 e Smiljan (Aostria-Hungaria d'ar mare-se)).
- 1950 : Alfonso Daniel Rodríguez Castelao, skrivagner galizek (° 1886).
- 1951 : René Guénon pe ’Abd al-Wâhid Yahyâ c'hoazh, metafizikour gall broadet ejiptat (° 15 a viz Du 1886 e Bleaz).
- 1984 : Alfred Kastler, fizikour gall, tapet gantañ ar Priz Nobel (° 3 a viz Mae 1902 e Guebwiller (Impalaeriezh alaman d'ar mare-se)).
- 1989 : an impalaer Hirohito.
- 2008 : Marivon Dupureur (Samson hec'h anv-tiegezh), atletourez war ar redadeg damhir (° 24 a viz Mae 1937 e Sant-Brieg).
Lidoù [kemmañ]
- Nedeleg evit an deiziadur julian kozh (heuliet gant darn eus an ortodoksed).
- Sent an deiz :
- Sant Remont Penyafort, eus Spagn, diazezer Urzh an Drugarez
- E Breizh : sant Gourzelv, manac’h e Breizh (VIvet kantved)