5 Genver
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1463 : forbannet eo ar barzh gall François Villon diouzh Pariz.
- 1789 : ampellet eo Stadoù Breizh gant Loeiz XVI.
- 1895 :
- Afer Dreyfus, koll a ra an ofiser Alfred Dreyfus e renk en arme ha barnet eo d’ar galeoù e vuhez-pad.
- kavet eo bet ar skinoù X gant an alaman Wilhelm Röntgen.
- 1900 : gervel a ra ar pennemsaver iwerzhonat John Edward Redmond d’en em sevel a-enep galloud Breizh-Veur en enez.
- 1941 : niverenn gentañ ar gazetenn sizhuniek Arvor, renet gant Roparz Hemon.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1871 : Arthur Bernède, romantour gall bet krouet meur a dudenn gantañ (Belphégor, Judex ha Mandrin en o zouez) († 20 a viz Meurzh 1937 e Pariz).
- 1876 : Konrad Adenauer, kañseller alaman († 1967).
- 1900 : Yves Tanguy, livour breton († 1955)
- 1928 : Ali Bhutto, politikour pakistanat († 1979).
- 1932 :
- Umberto Eco, skrivagner italian.
- Juan Carlos Iañ, roue Bro-Spagn.
- 1936 : Marcel Loncle, melldroadour breizhat.
- 1946 : Diane Keaton, aktourez amerikan.
Marvioù [kemmañ]
- 1762 : Elesbed Iañ (Rusia), lesanvet Elesbed an Habask, impalaerez Rusia eus 1741 betek 1762 (° 29 a viz Kerzu 1709 e Kolomenskoïe (Rusia).
- 1805 : Pêr Gwilhmod, penn chouan, lesanvet "roue Begnen" (° 1añ a viz Du 1759 e Begnen).
- 1909 : Pêr Pronost, barzh ha skrivagner brezhonek (° 1861).
- 1922 : Ernest Shackleton, ergerzher iwerzhonat (° 1874).
- 1933 : Calvin Coolidge, 30vet (eus 1923 betek 1929) prezidant ar Stadoù-Unanet Amerika (SUA) (° 4 Gouere 1872).
- 1947 : Osami Nagano, amiral er morlu impalaerel japanat e-pad ar c'hentañ hag an Eil brezel-bed (° 1880).
- 1957 : Oldřich Duras, mestrc'hoarier echedoù tchek.
- 1979 : Charles Mingus, sonour amerikan (° 1922).
- 1988 : Giorgio Porreca, mestrc'hoarier echedoù italian, skrivagnour ha troour (° 30 a viz Eost 1927 e Napoli (Italia)).
- 1997 : André Franquin, treser BT belgiat (° 1924).
- 2010 : Bernez an Nail, emsaver breton, embanner ha bet rener Skol-Uhel ar Vro e-pad pell (° C'hwevrer 1946 e Pariz).
Lidoù [kemmañ]
- Iliz katolik roman
- sant Edouarzh ar C'hofesour, roue Bro-Saoz, tad ar beorien hag an emzivaded.
- Sent Breizh
- Sant Konwoion pe "Konion", abad brezhon, diazezer abati Sant-Salver Redon, kuzulier Nevenoe (war-dro 868).
- Sant Tezwin, diskibl sant Konwoion (Xvet kantved).
- sant Ruvon, eskob, keneil da sant Ke ha sant Fili (Vvet kantved).