Louis Harel de la Noë

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Louis Auguste Marie Harel de la Noë, bet ganet e Sant-Brieg (Aodoù-an-Hanternoz, Breizh) d'an 29 a viz Genver 1852 hag aet da Anaon e Landerne (Penn-ar-Bed, Breizh) d'an 28 a viz Here 1931, a oa un ijinour breizhat.

E holl studioù en devoa kaset da-benn e Pariz pe e-kichen : Lise Saint-Louis da gentañ-penn, Skol greiz al labourioù foran adalek 1870 ha Skol vroadel an hentoù ha pontoù (a-gevret gant Fulgence Bienvenüe eno) da c'houde.

Anvet da bennijinour an Hentoù ha Pontoù en Aodoù-an-Hanternoz etre 1901 ha 1918 en devoa krouet meur a savadur, an darn vrasañ anezhe liammet ouzh diorren an hentoù-houarn en departamant-se.

Un dekred bet embannet d'an 11 a viz Gouere 1898 a roas da Louis Harel de la Noë ar rez a ofiser en Urzh broadel al Lejion a enor adalek an 9 a viz Eost 1898.

E labourioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]