Mor-Bihan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
At-work.jpg Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ardamez ar Mor-Bihan

Departamant ar Mor-Bihan a zo un departamant eus Frañs e Su Breizh.

Taolenn

[kemmañ] Melestradurezh

[kemmañ] Orin an anv

Pa oa bet krouet departamant ar Mor-Bihan e 1790 e voe darbet dezhañ bezañ anvet Côtes-du-Sud (Aodoù-ar-C'hreisteiz), peogwir e oadres a-dal d'an departamant all Côtes du Nord.

A-benn ar fin e voe anvet Morbihan diwar anv ar Mor Bihan, anv brezhonek ar pleg-mor a gaver er c'hreisteiz da gêr Gwened. Ar Mor Bras a vez graet eno eus ar Meurvor Atlantel hag ar Mor Bihan eo al lenn-vor, morlenn pe pleg-mor.

[kemmañ] Istor

E 1790 eo bet anvet Departamant ar Morbihan an darn-vuiañ eus eskopti Gwened hag ar gêr-mañ a zo chomet he fennlec'h ivez.

[kemmañ] Douaroniezh

Mor-Bihan.gif
  • Poblañs : 643 873 annezad (1999)
  • Stankter: 94 annezad/km²
  • Gorread : 6 823 km²

Ur rann eus rannvro Breizh eo ar Mor-bihan. Bevennet eo gant departamantoù Penn-ar-Bed er c'hornôg, Aodoù-an-Arvor er norzh, an Il-ha-Gwilen er reter, al Liger-Atlantel er gevred, hag ar Meurvor Atlantel er su.

Meur a aber a gaver war aodoù ar Mor-Bihan, hag anvet e vezont stêr e bro-Gwened. E-leizh a inizi a zo er pleg-mor en deus roet e anv d’an departamant : Enizenac'h hag An Arzh eo ar re vrasañ anezho.

Er-maez d’an aodoù ez eus pemp enez bras a-walc’h, peder anezho a zo annezet :

Hañv-goañv e vez klouar-tre an hin. Lec’hioù 'zo e-giz Ledenez Kiberen pe ar Gerveur a zo brav-eston o hin (mikro-hin).

[kemmañ] Brezhoneg

Evel Aodoù an Arvor, departamant ar Mor-Bihan a zo divyezhek. Komzet vez brezhoneg er c'hornog ha gallaoueg (pe gallo) er reter.

[kemmañ] Niver a vrezhonegerion :

  • ouzhpenn 48 000 brezhoneger en tu-hont da 18 vloaz en departamant-mañ (diwar an enklask Etude de l'histoire familiale savet gant EBSSA e 1999)
  • 3183 skoliad a oa er skolioù divyezhek brezhoneg-galleg en distro-skol 2005 :
    • 451 skoliad er skolioù Diwan e-barzh 6 skol hag ur skolaj ;
    • 1803 skoliad e klasoù divyezhek an deskadurezh kristen ;
    • 929 skoliad e klasoù divyezhek an deskadurezh Stad.
  • 36 kumun a zo ur skol zivyezhek enno. 3,8% eus bugale an departamant a zo skoliataet en div yezh er c'hentañ derez. [1]

[kemmañ] Gwelet ivez

[kemmañ] Liammoù diavaez

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all