Bae Kiberen

Eus Wikipedia
Bae Kiberen (luc'hskeudenn tennet gant an NASA eus ul loarell)

Emañ Bae Kiberen e kreisteiz Breizh, en arvor Bro-Wened. En em astenn a ra etre ledenez Kiberen er c'hornôg, inizi Houad hag Edig er c'hreisteiz, hag an douar-bras en hanternoz. Er bae eo gwarezet a-walc'h ar mor diouzh an avelioù kornôg ha gwalarn.

Treuzet e vez ar bae gant listri-treizh a gas an dud eus an douar-bras da inizi Houad, Edig hag ar Gerveur hag e-leizh a vagoù-dre-lien a vez gwelet o verdeiñ eno ivez, adalek porzhioù-bageal Portaligen, ar C'hroesti pe an Drinded-Karnag.

Evit mont e-barzh bae Kiberen pa zeuont eus ar mervent e rank ar bagoù tremen a-dreuz Gored ar Venniged, un toullad kerreg en en astenn etre beg pellañ ledenez Kiberen hag inizi Houad hag Edig. Treizh an Tagnouz eo an tremen aesañ, tost da veg Kiberen. Da noz e vez diskouezet an hent d'ar bagoù gant tour-tan an Tagnouz.