Var (departamant)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Departamantoù Frañs
Lec'hiadur Var-Position.svg
Anv Var
Banniel Drapeau fr département Var.svg
Arouez 150px]]
Riez Frañs Frañs
Rannvro BlasonPACA.PNG Provence-Alpes-Côte d'Azur
Pennlec'h Tolon
Niver Arondisamantoù 3
Niver kantonioù 43
Niver etrekumuniezhoù 11
Niver kumunioù 153
Poblañs hep kontoù doubl 990 000 (2007)
Gorread 5 973 km²
Stankter 166 a./km²

Ar Var zo un departamant gall e kreisteiz Bro-C'hall abaoe 1790. Draguinhan edo ar penn-kêr anezhañ betek ma voe lakaet Tolon da benn-kêr.

Arondisamantoù ar Var[kemmañ]

Istor[kemmañ]

A-raok ma voe staget kontelezh Nisa ouzh Bro-C'hall e 1860 eo ar stêr Var a oa bevenn reter Bro-C'hall, hag a roe hec'h anv d'an departamant. Pa voe staget Nis e voe krouet un departamant all, hini an Alpes-Maritimes, ha tennet e voe un tamm eus departamant ar Var da greskiñ an departamant nevez. Abaoe n'emañ ket ar stêr e departamant ar Var ken, met e departamant an Alpes-Maritimes, war-bouez un droig en Alpes-de-Haute-Provence en Entrevaux.