Sarthe (departamant)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Departamantoù Frañs
Lec'hiadur

Sarthe-Position.svg

Anv Sarthe
Banniel
Arouez
Riez Frañs Frañs
Rannvro Broioù al Liger
Pennlec'h Ar Mañs
Niver Arondisamantoù 3
Niver kantonioù 40
Niver etrekumuniezhoù 33
Niver kumunioù 375
Poblañs hep kontoù doubl 529 851 (1999)
Gorread 6 206 km²
Stankter 85 a./km²


Ar Sarthe (galleg/stumm ofisiel nemetañ: Sarthe) a zo unan eus departamantoù Frañs (niverenn 72) e kornôg Frañs e rannvro Broioù al Liger. Ar Mañs eo ar pennlec'h anezhañ.

Arondisamantoù ar Sarthe :

Douaroniezh [kemmañ]

E anv a zeu eus ar stêr Sarthe a red eus Norzh da Su an departamant war-zu al Liger dre ar Maine, e departamant Maine-et-Loire. Kavout a reer ivez an Huisne hag ar Lez.

Estreget kêr Ar Mañs eo dreist-holl maezioù a gaver ennañ, garzhaoueg. An Norzh a zo heñvelikoc'h ouzh Normandi eget an Su. Al lodenn vrasañ eus an departamant zo plaen, nemet e gwalarn anezhañ emañ Alpoù Sarthe, menezioù izel-awalc'h.

Istor [kemmañ]

Savet e oa bet da heul Dispac'h Frañs d'ar 4 a viz Meurzh 1790. A-raok e rae ar Sarthe hag ar Mayenne un broviñs nemetken, proviñs ar Maine.

Tud brudet [kemmañ]

Herri II, kont Anjev, Maine ha Touraine, duk Normandi, roue Bro-Saoz,
François Fillon, ganet er Mañs, bet maer Sablé-sur-Sarthe, kentañ ministr Bro-C'hall.