Sarthe (stêr)
Eus Wikipedia
|
||||
|---|---|---|---|---|
| Statud | stêr | |||
| Hirder | 313 km | |||
| Uhelder an eienenn | 260 m | |||
| Kas keitat | 80-85 m³/s | |||
| Gorread an diazad | 16374 km² | |||
| Bro(ioù) douret | kornôg Bro-C'hall | |||
| Diazad stêrioù |
? | |||
| En em daol e | Maine en Anje | |||
| Ledander er genoù | ? | |||
| Andon | Perche | |||
| Adstêrioù | Lez, Èvre, Huisne | |||
| stêr - hidrologiezh | ||||
Ar Sarthe zo ur stêr eus kornôg Bro-C'hall. A-gevret gant ar stêr Mezven ez a d’ober ar stêr Maine, zo un adstêr d’al Liger.
Emañ hec’h andon e departamant an Orne, e-kichen Moulins-la-Marche. Redek a ra war-zu ar mervent, en ur dremen dre ar c’hêrioù-mañ :
- Orne: Le Mêle-sur-Sarthe, Alençon
- Sarthe: Fresnay-sur-Sarthe, Beaumont-sur-Sarthe, ar Mañs, Sablé-sur-Sarthe
- Maine-et-Loire: Châteauneuf-sur-Sarthe, Tiercé, Anje
Un nebeud kilometroù goude resev dourioù al Lez (Loir), un adstêr dezhi, e kej gant ar stêr Mezven, en hanternoz da gêr Anje. Adstêrioù all he deus ar Sarthe : e-touez ar re vrasañ anezho e c’haller menegiñ ar stêr Èvre hag ar stêr Huisne.
Liammoù diavaez [kemmañ]
- Lec’hienn ar Sandre (Service d’Administration Nationale des Données et Référentiels sur l’Eau)