Ar Mañs
| Kumunioù Frañs | |
|---|---|
| Anv | Ar Mañs |
| Skoed | |
| Riez | |
| Rannvro | Broioù al Liger |
| Departamant | Pennlec'h ar Sarthe |
| Bro hengounel | Maine |
| Arondisamant | Ar Mañs |
| Etrekumuniezh | Le Mans Métropole |
| Kanton | Pennlec'h 12 Kanton |
| Kod INSEE | 72181 |
| Kod post | 72000 - 72085 - 72100 |
| Maer | Jean-Claude Boulart (Strollad Sokialour Gall) |
| Amzer-gefridi | 2008-2014 |
| Gorread | 52,81 km² |
| Led | 48° 01' 12" Norzh |
| Hed | 00° 11' 56" Reter |
| Uhelder kreiz | .. m |
| Uhelder bihanañ | 38 m |
| Uhelder brasañ | 134 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 144 500(2006) |
| Stankter | 2 736 a./km² |
| Lec'hienn ar gumun | lemans.fr |
Ar Mañs (Le Mans e galleg, distaget /lə mɑ̃/) zo ur gumun e kornôg Bro-C'hall. He froviñs hengounel eo ar Maine hag he rannvro velestradurel eo Broioù-al-Liger. Sez prefeti departamant ar Sarthe eo ivez. Treuzet eo gant ar stêr Sarthe.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
Meneget ez eus bet gant Ptoleme ur gêr eus an Impalaeriezh roman anvet Vindinium, kêr-benn an Aulerci, ur rann-veuriad eus an Aedui. Anvet eo ivez evel Civitas Cenomanorum (Kêr ar Cenomani).
Gregor a Deurgn a veneg ur rann-roue frank Rigomer, lazhet gant Lodwig.
Anavezet eo ar Mañs evel aplud an Impalaerezh Plantagenet. Taliñ ar Saozon diouzh ar C'hallaoued e-pad ar Grennamzer.
Dieubet e oa ar gêr gant 5vet rann-arme Stadoù Unanet Amerika e-pad an Eil Brezel Bed, d'an 8 Eost 1944.
[kemmañ] Traoù heverk
Ar gêr gloz, anvet c'hoazh n'eus ket pell Le Vieux Mans, a zo bet adanvet La Cité Plantagenêt gant an ti-kêr.
- iliz-Veur Sant Julian (eskob c'hentañ Ar Mañs).
- chom a ra mogerioù gall-ha-roman brav e kreiz-kêr
Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.
[kemmañ] Poblañsouriezh
293 159 annezad zo er veurgêr hervez niveridigezh 1999, gant 144 500 den er gêr hec'h-unan e 2006. dave : http://www.insee.fr/fr/ffc/docs_ffc/psdc.htm
[kemmañ] Sport
- 24 eur Ar Mañs, redadeg kirri brudet tro-dro ar bed.
- e-touez ar gluboù sport e kaver "Le Mans Sarthe Basket" ha "Le Mans UC72" e mell-droad.
[kemmañ] Boued
Rilhetez (pe kig rous) eo meuz dibar tolead Ar Mañs.
[kemmañ] Tud ganet er Mañs
- Geoffrey eus Goreham (?) pe Gorron, deuet da vezañ abbad St Albans, e Hertfordshire e Breizh-Veur, ganet e 1119
- Jafrez V, kont Anjev, ganet e 1113, a oa kont Maine ivez,
- Herri II, roue Bro-Saoz, ganet e 1133, mab Jafrez V,
- Loeiz ar Pelleter, yezhour war ar brezhoneg, ganet e 1663
- Gilles-François de Beauvais, ganet e 1693, ur Jezuist.
- François Fillon, ganet e 1954, kentañ ministr Frañs.
- Sébastien Bourdais, ganet e 1979, bleiner otoioù
[kemmañ] Gevelliñ
- Bolton,
Rouantelezh-Unanet - Haouza,
Sahara ar C'hornôg - Paderborn,
Alamagn, en ur mod ofisiel abaoe 1967, met en ur mod hengounel abaoe 836 (ar goshañ darempredoù etre kêrioù en Europa). - Rostov-war-Don,
Rusia - Suzuka,
Japan - Volos,
Gres