Broioù al Liger

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Broioù al Liger zo unan eus rannvroioù Bro-C'hall, krouet gant ar gouarnamant gall e 1955 da heul ur rannvro velestradurel krouet e 1941. Pemp departamant zo bodet enni : Maine-et-Loire, Sarthe, Mayenne, Vendée ha Liger-Atlantel. Da lavarout eo emañ e-barzh ar memes rannvro:


Taolenn

[kemmañ] Orin ar rannvro

E-pad an Dispac'h Gall, d'ar 4 a viz Meurzh 1790 e voe rannet Breizh e pemp departamant : Morbihan, Finistère, Côtes-du-Nord, Ille-et-Vilaine ha Loire-Inférieure. E 1941 e voe krouet div rannvro gant an dekred Pétain-Darlan :

  • ur rannvro Bretagne, hep al Loire-Inférieure
  • ha rannvro al Liger, Añje he c'hêr-benn, gant al Loire-Inférieure met hep ar Vendée ha gant an Indre-et-Loire.

Er bloavezhioù 1960 ha 1970 e teu da vezañ ur rannvro velestradurel hep goulenn meno ar geodederien nag hini an dilennidi.

[kemmañ] Brudañ ar rannvro

Skoed ardamez Broioù al Liger
Skoed ardamez Broioù al Liger

Broioù al Liger a vije ar rannvro c'hall hag a dispign ar muiañ evit en em vrudañ. Daveoù a vank Ur skoed ardamez zo bet krouet, met n'en deus reizhegezh istorel ebet. N'eus ket pell ez eus bet ijinet ul logo nevez ivez.

Logo nevez ar rannvro
Logo nevez ar rannvro

Kalz burutelladennoù zo diwar he c'hont. Ar gevredigezh, Breizh Adunvan, a stourm evit adunvaniezh Breizh abaoe ar bloavezhioù 1970.

An diversivie eo anv he c'houlzad ziwezhañ, diwar-benn liested ar rannvro. Luadennoù zo bet ijinet diwar-benn annezidi nevez ar rannvro, ar re diversiviens. Kaoz zo eus ur c'hleñved nevez : al ligériose.

[kemmañ] Klask gwrizioù Broioù al Liger en Istor

Hervez servijoù ar rannvro e oa dija eus Broioù al Liger en amzer ar C'halianed: [1]

[kemmañ] Broioù al Liger war ar c'hirri-tan

pa vo kemmet ar plakennoù kirri-tan e vo lakaet arouez rannvro Broioù al Liger war girri Bretoned Bro-Naoned.

[kemmañ] Lennadurezh

  • François Lebrun, Histoire des Pays de Loire, éd. Privas, coll. Univers de la France, 1972. Abaoe 1972 eta e vez klasket brudañ ar broioù-se.

[kemmañ] Liammoù diavaez