Liger-Atlantel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Kartenn Liger-Atlantel

Liger-Atlantel zo anv unan eus ar pemp departamant krouet e Breizh e 1790. Abaoe ma'z eo savet ar rannvroioù gall eo bet lakaet e Rannvro velestradurel Broioù-al-Liger. 1 301 325 a annezidi a zo ennañ hervez sifroù an EBSSA e 2011. 13vet departamant Frañs eo e-keñver poblañs dre se. Naoned eo pennlec'h ar prefeti. Philippe Grosvalet a zo bet anvet da brezidant ar C'huzul-departamant e 2011.


Taolenn

Brezhoneg [kemmañ]

Liger-Atlantel.jpg

4 c'humun a zo ur skol divyezhek enno (Naoned, Sant-Nazer, Gwenrann ha Savenneg). 0,3% eus bugale an departamant a zo ganti er c'hentañ derez. [1].

E miz Mezheven 2008 e oa bet divizet lakaat panelloù divyezhek war an hentoù-departamant stok ouzh an departamantoù breizhat all.

Istor [kemmañ]

D'ar 4 a viz Meurzh 1790 e oa bet krouet an departamant, hervez lezenn an 22 a viz Kerzu 1789. Loire-Inférieure (Liger-Izelañ) e oa e anv neuze. D'an 9 a viz Meurzh 1957 e oa bet adanvet Loire-Atlantique (Liger-Atlantel). Ardamez Liger-Atlantel Bevennoù Eskopti Naoned a yae d'ober an departamant mui ul lodenn eus su eskopti Roazhon (war-zu Bro-Vaez) met ul lodenn eus bro Redon a yeas gant eskopti Roazhon ha bro Vitau a yeas gant ar Mor-Bihan. D'an 30 a viz Mezheven 1941 e voe krouet rannvroioù ekonomikel gant gouarnamant Vichy ha distaget al lodenn-mañ eus Breizh evit he bodañ gant departamantoù all e rannvro Anjev.

E 1955 e voe krouet rannvroioù programm ha kadarnaet an dibab lodenniñ e Breizh dre daou damm pa'z eas Liger-Atlantel gant rannvro Broioù-al-Liger. N'eus ket bet a zistro war an dibab-mañ pa oa bet krouet ar prefetioù rannvro e 1964 pe an desavadurioù publik rannvroel e 1972 pe c'hoazh ar rannvroioù evel gwir strollegezhioù lec'hel e 1982.

Daoust d'ar sontadegoù (75% eus al Liger-Atlanteliz a-du evit adstagañ o departamant ouzh ar peurrest eus Breizh), ar manifestadegoù abaoe 30 vloaz ha votadegoù a-du e Kuzul-departamant Liger-Atlantel hag e Kuzul-rannvro Breizh e chom difiñv an traoù.

D'an 10 Here 2005 en em vodas ur bodad-labour kuzulerien-rannvro Breizh ha kuzulerien-departamant Liger-Atlantel e Redon evit kregiñ da labourat asambles koulz diwar-benn ar sevenadur, ar sport hag an touristerezh.


Prezidanted Kuzul-departamant Liger-Atlantel [kemmañ]

Gwelet ivez [kemmañ]