Kastell-Briant
Eus Wikipedia
| Kumunioù Breizh | |
|---|---|
| Kastell-Briant | |
| Departamant | Liger-Atlantel |
| Bro hengounel | Bro Naoned Bro Vez |
| Arondisamant | Arondisamant Kastell-Briant |
| Etrekumuniezh | Kumuniezh-kumunioù Kastell-Briant |
| Bro 'Voynet' | Bro Gastell-Briant |
| Pastell-vro votiñ | |
| Kanton | Kanton Kastell-Briant |
| Kod INSEE | 44036 |
| Kod post | 44110 |
| Maer Amzer gefridi |
Alain Hunault (Unvaniezh evit ul Luskad Poblel) 2008-2014 |
| Gorread | 3 362 ha = 33,62 km² |
| Hed ha led | 47° 43' 04" N, 01° 22' 30" K |
| Uhelder | keitat : 70 m bihanañ : 48 m brasañ : 107 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 12 390 (2006) |
| Stankter | 368,5 ann./km² |
Kastell-Briant a zo ur gumun eus Kanton Kastell-Briant, el Liger-Atlantel. E reter Breizh emañ, war Marzioù Breizh.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Krennamzer
Savet e oa gant Briant er XIvet kantved ur c'hreñvlec'h evit difenn harzoù gevred Breizh.
[kemmañ] XXvet kantved
- Eil brezel-bed: dieubet e voe Kastell-Briant d'ar 4 a viz Eost 1944 gant lu SUA.
[kemmañ] Melestradurezh
| Prantad | Anv | Strollad | Kargoù |
|---|---|---|---|
| Meurzh 2001 | Alain Hunault | Unvaniezh evit ul Luskad Poblel | |
| Mezheven 1995 | Martine Buron | Strollad Sokialour Gall | |
| Meurzh 1989 | Martine Buron | Strollad Sokialour Gall | |
| Da vezañ klokaet. | |||
[kemmañ] Emdroadur ar boblañs 1793-2007

[kemmañ] Monumantoù
- Ar c'hastell, renket evel monumant istorel.
- Iliz Sant-Yann Bereg : parrez an Xvet kantved.
- Mengleuz ar Fuzuilherien : e-koun ar 27 gouestlad bet fuzuilhet d'an 22 Here 1941 da heul lazhadenn al letanant-kolonal Holtz e Naoned, 2 zevezh a-raok.
[kemmañ] Tud brudet
- Ernest Bréant (1880-1944), politikour
- Jean Gillois ganet e 1909, jeneral hag ijinour an arme
- Yann a Laval
- Sophie Trébuchet, mamm Victor Hugo
- Jacques Pâris de Bollardière
- 27 den fuzuilhet gant an nazied an 22 a viz Here 1941, en o zouez Pierre Guéguin maer Konk-Kerne, Marc Bourhis eus Tregon, Guy Môquet stourmer komunour eus Paris ha Jean Grandel maer Gennevilliers.
- An doktor Tricoire, hag en doa skrivet ul levr da zeskiñ brezhoneg, a oa o chom e KastelBriant. Diazezet e oa bet gantañ kelc'h keltiek ar gêr. Resevet en doa Kolier an Erminig e 1993.
[kemmañ] Tud bet marvet eno
- Frañseza Dinan, gouarnerez Anna Vreizh 4 a viz Genver 1500.
- Jakez Riou, skrivagner brezhonek 14 a viz Genver 1937.
[kemmañ] Gevelliñ
Baile Átha Luain (Iwerzhon, Cúige Laighean), abaoe 1975
Radevormwald (Alamagn, Nordrhein-Westfalen), abaoe 1981
Brabova (Roumania)- Eskemmoù gant
Tigzirt (Kabilia)