Ankiniz
| Ankiniz | ||
|---|---|---|
![]() An ti-kêr |
||
| Melestradurezh | ||
| Bro istorel | Naoned | |
| Departamant | Liger-Atlantel | |
| Arondisamant | Ankiniz Isprefeti |
|
| Kanton | Ankiniz (pennlec'h) |
|
| Kod kumun | 44003 | |
| Kod post | 44150 | |
| Maer Amzer gefridi |
Jean-Michel Tobie 2008-2014 |
|
| Etrekumuniezh | Kumuniezh-kumunioù Bro Ankiniz | |
| Lec'hienn web | http://www.ancenis.fr/ | |
| Poblañsouriezh | ||
| Poblañs | 7 543 ann. (2009) | |
| Stankter | 376 ann./km² | |
| Douaroniezh | ||
| Kenurzhiennoù | ||
| Uhelderioù | bihanañ 5 m — brasañ 41 m | |
| Gorread | 20,07 km² | |
|
|
||
Ur gumun e departamant Liger-Atlantel eo Ankiniz. Aparchant e oa da Vro-Naoned, hemañ ur gontelezh gozh deuet e gerz duged Breizh en 9vet kantved. Dont a rafe an anv eus div wrizienn geltiek : *ank + *iniz. an hini diwezhañ a dalvez evel ar brezhoneg enez. War un dorgenn emañ ar gêr etre ar stêr vras Liger ha geunioù ar Grée.
7 407 annezad a zo dezhi hervez niveradeg an EBSSA e 2006.
Taolenn |
[kemmañ] Brezhoneg
[kemmañ] Douaroniezh
[kemmañ] Savadurioù ha lec'hioù istorel
- Kastell-kreñv 15-16-17vet kantved (dizimplij)
- Iliz Sant-Pêr, 15-16vet kantved gant ur sekretiri bolzet er 15vet kantved
- Chapel an Ursuladezed (17vet kantved)
- Chapel Itron Varia an Delivrañs
- Presbital (17vet kantved)
- Mirdi an Arzoù hag an Istor
- Straedoù gant tiez kozh liv ar Grennamzer warno
- Pont Anjev-Breizh (1953), pont a-ispilh dreist d'al Liger, a ya d'ober ar vevenn etre Breizh ha Anjev
- Delwenn ar barzh Joachim du Bellay, a-dal d'al Liger, e Liorzh ar Gentr tost da pont Anjev-Breizh
- Chaoserioù (10vet kantved)
- Peulvan lesanvet « maen an Diaoul », bet savet d'ar IVe kantved kent Jezuz-Krist
- Dolmen ar Maen-golo (Pierre-Couvretière)
- Geunioù ar Grée (e norzh ar gêr) ;
[kemmañ] Gevelliñ
[kemmañ] Tud
[kemmañ] Ganedigezhioù
- Pêr a Reoz pe ar Marichal a Rochefort, marichal Bro-C'hall (1389)
- Armand Audiganne, istorour (1814)
- Henri Ottmann, livour (10 Ebrel 1877)
- Reun Kreston, livour, kizeller ha tudoniour (25 Here 1898)
- Simone Cerisier, livourez (29 Ebrel 1903)
- Michel Mollat du Jourdin, istorour (13 Gouere 1911)
- Bernard Toublanc-Michel, sevener (6 Kerzu 1927)
- Edouard Landrain, politikour (1añ Gouere 1930-2006)
[kemmañ] Istor
War un diazez galian-roman emañ tour-porched an iliz Sant-Pêr ha e chapel Itron Varia an Delivrañs eo bet kavet e 1943 ul laouer maen meroveat.
War-dro an 8vet kantved e seblant Ankini bezañ deuet da vezañ ur gêr wirion diwar ar c'henwerzh war ar stêr (savet eo bet chaoserioù en 10vet kantved a c'heller gwelout anezho hiziv c'hoazh). An darnvuiañ eus ar c'henwerzh a veze graet gant ar gwin (Muscadet) Alc'houez Breizh eo bet Ankiniz er Grennamzer pa oa war hent an alouberien o tont eus Bro-C'hall dre draonienn al Liger.
[kemmañ] XVvet kantved
- Feur-emglev etre Loeiz XI, roue Bro-C'hall ha Frañsez II, dug Breizh (1468).
[kemmañ] Dispac'h gall
- Trec'h ar jeneral Westermann war al Lu katolik ha roueel e 1793. Distruj zo bet er gêr.
[kemmañ] XXvet kantved
- Eil brezel-bed: dieubet e voe Ankiniz d'ar 5 a viz Eost 1944 gant lu SUA.
[kemmañ] Emdroadur ar boblañs 1793-2009[1]

