13 Gouere
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1174 : William al Leon eus bro-Skos zo tapet en Alnwick gant lu ar roue Herri II (Bro-Saoz). Unan eus pennoù Emsavadeg 1173-1174 e oa.
- 1558 : e Frañs e voe trec'h lu Spagn war al lu gall kaset gant Paul des Thermes da geñver Emgann Gravelines.
- 1822 : lu Gres a voe trec'h war Impalaeriezh Otoman en Termopiloù.
- 1944 : lazhet eo Jeanne Chassin du Guerny, broadelourez ha skrivagnerez (Jeanne Danio hec'h anv-pluenn) vreizhat e Pengilli (22).
- 1956 : embannet eo ar Steuñv Ober Rannvroel e-keñver departamantoù Breizh.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1909 : Henri Pollès, skrivagner gall, romantour, barzh ha saver esaeoù († 30 a viz Gwengolo 1994 e Brunoy).
- 1927 : Simone Veil, politikourez c'hall.
- 1940 : René Cédolin, melldroadour ha gourdoner gall.
- 1950 : Lena Louarn, emsaverez sevenadurel.
- 1953 : Johnny Clegg, kaner suafrikan.
[kemmañ] Marvioù
|
lazhadenn Jean-Paul Marat livet gant Jacques-Louis David
|
- 1380 : Beltram Gwesklin, konestabl en arme Bro-C'hall (° 1320 e-kichen Bronn).
- 1793 : Jean-Paul Marat, kazetenner ha politikour gall drouklazhet gant Charlotte Corday (° 24 a viz Mae 1743 e Boudry (Prusia d'ar mare-se)).
- 1921 : Gabriel Lippmann, fizikour gall, tapet gantañ Priz Nobel ar fizik (° 16 a viz Eost 1845 e Bonnevoie (Luksembourg)).
- 1944 : Jeanne Coroller-Danio, broadelourez ha skrivagnerez vreizhat (° 25 a viz Mae 1892 e Morzhell).
- 1985 : Federico Norcia, mestrc’hoarier echedoù italian (° 31 a viz Meurzh 1905 e Lugo di Romagna (Italia)).
[kemmañ] Lidoù
Sant an deiz : Sant Turio