24 Gouere
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1411 : Emgann Harlaw, unan eus ar re wadekañ en istor Skos.
- 1132 : Emgann Nocera etre Ranulf II Alife ha Ruggero II, roue Sikilia.
- 1534 : gant an ergerzher Jakez Karter ez eus savet ur groaz en arvor Kanada da zisklêriañ emañ an douar da roue Bro-C'hall, Frañsez Iañ (Bro-C'hall).
- 1923 : en Emglev Lausanne eo termenet harzoù Turkia gant Gres, Bulgaria ha stadoù europat all a oa bet o vrezeliañ dre eno e-pad ar Brezel bed kentañ.
- 1967 : e-pad ur veaj ofisiel da Ganada e tiskleir ar prezidant gall Charles de Gaulle, dirak tremen 100 000 den e Montreal : Vive le Québec libre ! (Bevet Kebek dieub !).
- 1990 : kondaonet eo an embregerezhioù kiriek eus gwallzarvoud an Amoco Cadiz da baeañ 690 milion a lurioù.
Sportoù [kemmañ]
- 1906 : 11vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Naoned ha Brest ; trec'h eo Louis Trousselier.
- 1909 : 12vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Naoned ha Brest ; trec'h eo Gustave Garrigou.
- 1912 : loc'hañ a ra 13vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Brest war-du Cherbourg (Manche).
- 1937 : loc'hañ a ra 19vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Roazhon war-du Vire (Calvados).
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1775 : Eugène-François Vidocq, († 11 a viz Mae 1857 e Pariz).
- 1783 : Simón Bolívar (Simón José Antonio de la Santísima Trinidad Bolívar y Palacios), lesanvet « El Libertador », jeneral ha politikour suamerikan († 17 a viz Kerzu 1830 e Santa Marta (Republik Grenada-Nevez d'ar mare-se)).
- 1802 : Alexandre Dumas tad, skrivagner gall († 5 a viz Kerzu 1870 e Puys).
- 1852 : Emil Ernod, yezhoniour († 6 a viz Genver 1938 e Sant-Brieg).
- 1857 : Henrik Pontoppidan, skrivagner danek, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh (1917) († 21 a viz Eost 1943 e Charlottenlund (Danmark)).
- 1897 : Amelia Earhart, nijerez amerikan († 2 a viz Gouere 1937 en enezeg Kiribati).
- 1931 : Éric Tabarly, milour er Morlu gall ha merdeer († 13 a viz Mezheven 1998 e Mor Iwerzhon).
- 1986 : Vougar Gachimov, mestrc'hoarier echedoù azerbaidjanat.
Marvioù [kemmañ]
- 1957 : Sacha Guitry, skrivagner, aktour ha filmaozer gall (° 21 a viz C'hwevrer 1885 e Sant-Petersbourg (Rusia)).
- 1975 : Nikolaz Rossolimo, mestrc'hoarier echedoù ukrainat (° 28 a viz C'hwevrer 1910 e Kyiv (Rusia)).
- 1991 : Isaac Bashevis Singer, skrivagner yidichek genidik eus Polonia, tapet gantañ Priz Nobel al lennegezh (° 21 a viz Du 1902 e Leoncin (Polonia a-vremañ)).
- 2012 : John Atta-Mills, den-stad ghanaian ha 3de prezidant Republik Ghana adalek 2009 betek e varv (° 21 a viz Gouere 1944 e Tarkwa (Aod-an-Aour, trevadenn saoz d'ar mare-se)).