Amelia Earhart

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Amelia e 1937.

Amelia Earhart (distagadur: [ˈɛərhɑrt]), ganet d'ar 24 a viz Gouere 1897 en Atchnison (Kansas), kollet d'an 2 a viz Gouere e 1937 e-kichen Enez Howland, disklêriet marv d'ar 5 a viz Genver 1939, a zo un Amerikanez e-touez nijerien gentañ an Istor hag ur skrivagnerez. Ar plac'h kentañ e voe o treuziñ ar Meurvor Atlantel en hec'h-unan, e 1932. E-kerzh he buhez e tifennas gwirioù ar merc'hed ha dre he buhez e tiskouezas e c'halle ar merc'hed bevañ hag ober ar pezh a garent. Kollet e voe er mor er bloaz 1937 pa oa o klask ober tro ar bed en e hirañ (a-hed ar c'heheder), dre ar reter.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.