8 Mae
Eus Wikipedia
(Adkaset eus 8 a viz Mae)
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1769 : Trec'het eo ar Gorsikiz gant ar C'hallaoued en emgann Ponte Nuovu.
- 1794 : ar c’himiour gall Antoine Lavoisier zo kondaonet ha lakaet d’ar marv da vare ar Spont bras.
- 1886 : gant John Stith Pemberton eo ijinet an evaj a vo anvet "Coca-Cola" diwezhatoc’h.
- 1898 : krouidigezh Kevre Gwirioù Mab-den.
- 1902 : e Martinik eo distrujet kêr Saint-Pierre gant tarzhadenn ar menez-tan Montagne Pelée, ha tremen 30 000 den zo lazhet.
- 1945 :
- asantiñ a ra armeoù Alamagn da godianañ gant ar Gevreidi.
- sinet eo kodianañ Godell Sant-Nazer e Kordevez.
- krog eo ar soudarded c’hall da lazhañ miliadoù a dud en Aljeria, e-pad lazhadeg Setif.
- 1970 : embannadur Let it be e Breizh-Veur, daouzekvet albom (an hini diwezhañ) gant ar strollad The Beatles.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1668 : Alain-René Lesage, skrivagner gallek a Vreizh († 17 a viz Du 1747 e Boulogne-sur-Mer).
- 1803 : Amable-Emmanuel Troude, geriadurour brezhonek († 6 a viz Genver 1885 e Brest).
- 1828 : Jean-Henri Dunant, saver ar Groaz Ruz, tapet gantañ Priz Nobel ar Peoc'h († 30 a viz Here 1910 e Heiden (Suis).
- 1884 : Harry S. Truman, Prezidant Stadoù-Unanet Amerika († 26 a viz Kerzu 1972 e Kansas City).
- 1950 : Juan Bellón, mestrc'hoarier echedoù spagnol.
- 1954 : Yann-Kel Kernalegenn, brogarour breizhat († 29 a viz Gwengolo 1976 e Kastellin).
- 1968 : Peng Zhaoqin, mestrc'hoarierez echedoù sinaat.
[kemmañ] Marvioù
- 1794 : Antoine Laurent de Lavoisier, kimiour gall (° 26 a viz Eost 1843 e Pariz).
- 1880 : Gustave Flaubert, skrivagner gallek (° 12 a viz Kerzu 1821 e Rouan).
- 1903 : Paul Gauguin, livour gall (° 7 a viz Mezheven 1848 e Pariz).
- 1916 : Éamonn Ceannt (Edward Thomas Kent), broadelour ha dispac'hour iwerzhonat (° 21 a viz Gwengolo 1881 e Ballymoe (Iwerzhon)).
- 1985 : Theodore Sturgeon, skrivagner amerikan (° 26 a viz C'hwevrer 1918 e Staten Island).
- 2010 : Andor Lilienthal, mestrc'hoarier echedoù hungarat-soviedat (° 5 a viz Mae 1911 e Moskov).
[kemmañ] Lidoù
- Devezh diwezh an Eil brezel bed e meur a vro en Europa.
- Devezh etrebroadel ar Groaz Ruz.
- er Relijion gatolik :
- Santez Tunvez (pe Tunvel).