Bangkok

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel Bangkok

Bangkok (กรุงเทพมหานคร pe กรุงเทพฯ e taieg) eo kêr-benn Thailand hag ar gêr vrasañ zo er vro.

Anv klok Bangkok e taieg eo กรุงเทพมหานคร อมรรัตนโกสินทร์ มหินทรายุธยา มหาดิลกภพ นพรัตน์ราชธานีบุรีรมย์ อุดมราชนิเวศน์มหาสถาน อมรพิมานอวตารสถิต สักกะทัตติยะวิษณุกรรมประสิทธิ์, unan eus an anviou lec'h hirañ er bed. Sinifi a ra « Kêr an aeled, kêr vras, ti ar Bouddha emrodez, kêr n'haller ket kemer an doue Indra, kêr-benn vras ar bed kisellet gant nav maen prisius, kêr ereüs, brokus e mell palaez ar Roue evel ti en neñv, ren an doue adkemeret korf gantañ, kêr dediet da Indra ha savet gant Vishnukarn ». Krouet eo bet an anv-se diwar div yezh indian, ar palieg hag ar sañskriteg.