Phnom Penh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask


Phnom Penh (kmereg: ក្រុងភ្នំពេញ) eo kêrbenn ha kêr vrasañ Kambodja, war ribl ar Mekong. War-dro 1.500.000 annezad zo o chom enni.

Kêrbenn Kambodja e teuas da vezañ e 1432 evit ar wech kentañ, goude ma oa bet ret da Ponhea Yat, roue an impalaeriezh Khmer, dilezel Angkor Thom a oa bet lakaet en arigrap gant ar Siam. E 1505 e cheñchas kêrbenn ar vro adarre ha n'eo nemet e 1866, dindan ren Norodom Iañ, ma tiazezas da vat sez ar gouarnamant ha ma voe savet palez ar roue eno.