Lisbon
Eus Wikipedia
Lisbon pe Lisboa (portugaleg, stummoù implijet ivez e brezhoneg) eo kêr-benn Portugal. Emañ war an aod, e kreiz Portugal. Kreizenn genwerzhel, greantel ha politikel ar vro eo Lisbon. Eno emañ sez ar gouarnamant. Eno ivez ez eus meur a skol-veur. Porzh-mor brasañ Portugal eo Lisbon ivez. E 2001 e oa 564 477 a dud o chom e kêr, ha war-dro 2,8 milion a dud a oa o vevañ en tolpad-kêrioù.
War aber ar stêr Tajo (Tejo) eo bet savet Lisbon. Ar Pont Vasco da Gama a liamm kêr ouzh ribl su ar stêr. Unan eus pontoù hirañ ar bed eo, ha pont hirañ Europa : 17,2 km eo e hed.
Gevellerezh [kemmañ]
Gevellet eo Lisbon gant:
Brazil Belo Horizonte
Kanada Montreal
Stadoù-Unanet Jersey City, New Jersey
Bro-C'hall Pariz
Hungaria Budapest (1992)
Kroatia Zagreb (1977)
Spagn Madrid, Kastilha (1979)
Kiprenez Nikozia
Arc'hantina Buenos Aires
Makao (Republik Pobl Sina)
Gres Aten