Buenos Aires
Eus Wikipedia
- Evit ar broviñs anvet Buenos Aires, sellit e-barzh Proviñs Buenos Aires.
Buenos Aires eo kêr-benn Republik Kevredadel Arc'hantina. Ar gêr vrasañ hag ar porzh pouezusañ eo. 13 milion a dud zo enni o chom, hag unan eus brasañ kêrioù ar bed eo. Pennlec'h proviñs Buenos Aires eo ivez.
War lez ar Río de la Plata emañ, ar stêr a red etre Arc'hantina hag Uruguay, a-geñver da c'henoù ar stêr pa zegouezh gant ar Meurvor Atlantel, a-dal da Colonia del Sacramento en Uruguay.
Evel e New York eo kenstur an hentoù. « Porteños » (tud ar porzh) a vez graet eus an annezidi, a orin spagnol pe italan ar braz anezho.
[kemmañ] Gevellerezh
Barcelona (Spagn)
Berlin (Alamagn)
Bogotá (Kolombia)
Cádiz (Spagn)
Cagliari (Italia)
Caracas (Venezuela)
Jeruzalem (Israel)
La Habana (Kuba)
Lima (Perou)
Lisbon (Portugal)
Londrez (Bro-Saoz)
Madrid (Spagn)
Kêr-Vec'hiko (Mec'hiko)
Miami (Florida)
Milano (Italia)
Montevideo (Uruguay)
Moskov (Rusia)
Naplez (Italia)- [[Image:Flag of {{{3}}}.svg|22px|Panama]] Ciudad de Panamá (Panama)
Rio de Janeiro (Brazil)
Quito (Ecuador)
Santiago (Chile)
Varsovia (Polonia)
[kemmañ] Liammoù diavaez