Montevideo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kêrioù Uruguay Flag of Uruguay.svg
Montevideo
Stk 1340.jpg
Proviñs Montevideo
Rannvro {{{Rannvro}}}
Kod post {{{Kod post}}}
Maer Ana Olivera
Vali (prefed) {{{Vali (prefed)}}}
Perzhioù douaroniel
Gorread 52 554 ha ha = 525,54 km² km²
Hed 34° 53′ 00″ Su
Led 56° 10′ 00″ Kornôg
Uhelder keitat : {{{uk}}}
Poblañs 1 269 648 annezad (2004)
({{{deiziad-poblañs}}})
Stankter 2 415,9 ann./ km²
Lec'hienn internet ar gêr {{{Lec'hienn internet ar gêr}}}
Uruguay mapa.png


Montevideo (distaget [monteβiˈðeo] e spagnoleg) a zo kêr-benn, ar ger vrasañ hag ar porzh pouezusañ eus Uruguay. Ar gêr nemeti en Uruguay gant ouzhpenn 1 milion a annezidi eo Montevideo. Emañ e su ar vro, war ribl ar Río de la Plata. 1 325 968 annezad a oa o vevañ e 2004, hag 1 668 335 annezad a oa o vevañ er vetropolenn, da lavaret eo an hanter eus poblañs ar vro. Meur a draezhenn a zo tro-dro d'ar gêr e-giz Pocitos, Buceo, Malvín, Playa de los Ingleses, Playa Verde, Punta Gorda ha Carrasco. Gwelet eo Montevideo e-giz ar gêr gant al live bevañ uhelañ en Armerika latin en he fezh. E-touesk an 30 kêr surañ er bed eo Montevideo ivez. Ricardo Ehrlich eo maer ar gêr.

Istor[kemmañ]

Etre 1680 ha 1683, roue ar Portugal a savas ar gêr Colonia de Sacramento, e-tal ar Buenos Aires. Padal, ar Spagnoled ne refont netra evit skarzhañ kuit ar Bortugaliz betek 1723, pas grogas ar re-se da sevel mogerioù war an uhelderioù a enkelc'h hiziv an deiz Montevideo. D'an 22 a viz du 173 e sav don Manuel de Freytas Fonseca (Portugal) ar gergreñv Montevieu. Ar gêr a zo bet savet e 1726 gant ar Spagnoled (Bruno Mauricio de Zabala) gant ar pal harzañ tud Portugal, o doa savet Colonia del Sacramento er chantved kent, el lec'h ma oa kontet an douaroù e-giz douaroù bro Spagn (skrid-emglev Tordesillas). Etre ar 14 hag ar 17 a viz mae 1814 en em gannas an dizalc'herien e porzh del buceo da vare argadenn Montevideo evit tapout daskor pennoù bras bro Spagn. Gant sikour Arc'hantina e c'hounezas an dizalc'herien an emgann. E 1828, ar gêr a zo deuet da vezañ kêrbenn Uruguay. Div deveradurezh a zo evit an anv Montevideo : hervezh an hini gentañ, deveret e vije an anv eus ar portugaleg "Monte vide eu", hag a dalvez "Gwelet a ran ur menez". Hervezh an eil, an drevadennerien spagnol o dije anvet al lec'h "Monte VI De Este a Oeste", ar pezh a dalvez "Ar c'hwec'hvet menez eus ar reter d'ar c'hornôg". Anv klok ar gêr a zo San Felipe y Santiago de Montevideo. Ar gêr a zo bet dindan levezon ar Saozon abaoe penn-kentañ an XIXvet kantved betek an XXvet kantved, evit enebiñ d'ar beli kenwerzhel eus ar vro gant Arc'hantina ha Brazil. E penn-kentañ an XXvet kantved, kalz a europeaniz o deus emvroet e Montevideo, hag e 1908 ez ae an estrenion d'ober 30% eus poblañs Montevideo.

Savadurioù pouezus[kemmañ]

  • Palez lezenaat (Palacio Legislativo)
  • Palez Salvo (Palacio Salvo)
  • Stad Centenario
  • Aerborzh etrevroadel Carrasco
  • Iliz-veur Montevideo
  • C'hoariva Solís (Teatro Solís)
  • Tour pellgehentiñ ANTEL
  • Ti-gar ar jeneral Artigas (Estación Central General Artigas)
  • Savadur Panamericano (Edificio Panamericano)
  • Skol Brazil (Escuela Brasil)

Ekonomiezh[kemmañ]

Nevez 'zo, gant adlañs an ekonomiezh ha kreñvadur an eskemmoù kenwerzhel gant ar vroioù tro-dro eo kroget un diorroadur nevez evit al labour-douar, ha degaset en deus ur spi da welet ekonomiezh ar vro o kreskiñ er bloavezhioù da zont. An dachenn gentañ evit ekonomiezh ar vro a zo an douristelezh. Meur a virdioù ha savadurioù istorel a zo er gêr gozh (Ciudad Vieja) da weladenniñ. Al lodenn vrasañ eus an douristed a zo Brazilianed ha tud eus Arc'hantina.