Jeruzalem
Jeruzalem zo ur gêr eus ar Reter-Nesañ hag he deus ul lec'h a-bouez er relijionoù hebraek, kristen ha muzulman, hag er spered broadel israelian. Hec'h anv zo ירושלים Yerushalayim en hebraeg, القدس, al Quds evit an arabegerien vuzulman pe اورشليم Ûrshalîm evit an arabegerien gristen. An anv ofisiel en Israel eo « Yerushalayim Ûrshalîm al Quds ». Disklêriet he deus stad Israel e oa Jeruzalem unvanet he « c'hêr-benn beurbad ». N'eo ket anavezet an doare-se da lavaret gant ar gumuniezh etrebroadel. Reter Jeruzalem a vez sellet outi evel un dachenn dindan dalc'h gant Palestiniz a c'houlenn anezhi da gêr-benn ur stad palestinian da zont.
Savet eo bet ar gêr war ar menez Sion, da 745 m uhelder. E deroù 2005, e oa 200 km² dindani evit 704 900 a annezidi. Kavout a reer mesk-ha-mesk er gêr-se un niver a relijionoù, a bobloù, hag a strolladoù sokial. Gronnet eo al lodenn anvet « ar gêr gozh » gant mogerioù-kreñv ha kavout a reer enni daou garter poblet gant Arabed dreist-holl, anvet karter kristen ha karter muzulman, ur c'harter armenian hag ur c'harter yuzev.
Taolenn |
[kemmañ] Gevellerezh
-
Kêr New York, SUA (1995) [1]
[kemmañ] Notennoù
[kemmañ] Liammoù diavaez
[kemmañ] Istor
- Istor Jeruzalem hag ar yuzevien e Jeruzalem dre brantadoù
- Jeruzalem hag ar bezel etre israeliz hag ar balestinianed
- Templ Herodez e 3M gant ur panorama 360°
- tablezennoù akkadian
- Jérusalem, une ville mythique si chargée d'histoire gant André Lemaire, Rener studioù e Skol bleustrek ar studioù uhel.
- Al levrioù maen : Istor Jeruzalem gwelet en un doare barzhek gant René Saens, skrivagner
- Mediaoueg an disavouriezh hag eus ar glad, poltredoù dielloù
- CCIPPP protection-palestinienne
[kemmañ] Jeruzalem hiziv
- Lec'hienn ti-kêr Jeruzalem
- Luc'hskeudennoù eus Jeruzalem
- Gwell-meur eus Jeruzalem, zoom betek gwech 16
[kemmañ] Daveoù
- ↑ Online Directory: Israel, Middle East. Sister Cities International. Kavet d'an 04-05-2007.
[kemmañ] Gwelit ivez