Gnaeus Pompeius Magnus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pompeius Meur

Gnaeus Pompeius Magnus, Pompeius Meur pe Pompeius a oa un jeneral, politikour ha den-a-Stad roman, ganet d'an 29 a viz Gwengolo 106 kent JK er Picenum (er Marche a-vremañ), en Italia, ha drouklazhet d'an 29 a viz Gwengolo 48 kent JK e Pelusium, nepell diouzh Aleksandria Egipt. Dimezet e oa bet pemp gwech, gant Julia, merc'h Caesar, peurgetket.

O vezañ kanmeulet peogwir e tistrobas ar Mor Kreizdouar eus morlaeron Kilikia hag a-drugarez d'e ergerzh-brezel a-enep da Vitridates etre -67 ha -63, e skoulmas Pompeius e -60 un emglev gant Caesar ha Crassus, an Driumvirelezh kentañ, o lodennañ ar galloud etrezo. Divroc'het gant ar Sened e teuas da vout brasañ enebour Caesar da c'houde. E -49 e strakas ar brezel-diabarzh. O vezañ klasket repu en Egipt e voe lazhet eno dre urzh ar faraon Ptolemaios XIII.

Deroù e Red-buhez[kemmañ]

Mab e oa Pompeius d'ar jeneral Gnaeus Pompeius Strabo a voe kaoz anezhañ e-pad ar brezel sokial hag a voe kasaet gant pobl Roma. « Biskoazh ne voe ken kasaet un tad ha ken meulet e vab » eme Bloutarc'hos.

Dimezet eo bet pemp gwech. E bevare gwreg a voe merc'h Caesar, Julia. Gant merc'h Metellus Scipio, Cornelia, e timezas evit ar wech ziwezhañ.

Unan eus jeneraled Sylla[kemmañ]

Da 23 bloaz en doa e arme diwar hêr e dad hag e teuas da vout jeneral. Gant Sylla e savas a-du e-kerz ar brezel etre Sylla ha Caius Marius hag e voe trec'h war dalc'hidi hennezh e Sikilia hag en Afrika. Marcus Aemilius Lepidus a oa bet faezhiet gantañ ivez war-lerc'h.

A-drugarez d'e drec'hioù niverus e voe anvet da imperator gant e soudarded daoust d'ar fed ne oa nemet marc'heg, ar pezh a oa dibaot d'ar mare-se. Evit gwir, n'en doa karg ebet. Distroet trec'h war dalc'hidi ziwezhañ kostezenn Marius e resevas al lesanv (cognomen) « Magnus » digant Sylla, ar pezh a dalvez « Meur » o taveiñ da Aleksandr Veur. Un trec'hlid a voe profet dezhañ gant Sylla tra ma ne reseve Crassus nemet ur youadeg.

E 77 kent JK e voe kaset da Hispania da vrezeliñ ouzh partizaned ziwezhañ Marius. Goude emgannoù niverus e voe trec'h war bagadoù Sertorius war-lerc'h un dekvloaziad a stourmoù kalet ha marv hennezh. Distreiñ a reas da Italia evit peurzistrujañ strolladoù diwezhañ Spartacus bet trec'het gant Crassus.

E 70 kent JK e voe anvet da goñsul, a-gevret gant Crassus, daoust d'ar fed n'en doa ket graet ar c'h-cursus honorum ret evit kaout ar garg-mañ (kestor, edil ha pretor war-lerc'h).

Gnaeus Pompeius Magnus

Pompeius en Azia[kemmañ]

E-pad ar goañv 67 kent JK e voe goulennet dezhañ mont da zilamat morlaeron ar mor Kreizdouar. Ez wir e lakae o argadennoù dizehan en arvar an treuzdougen-bevañs hag e oa ledenez Italia war-nes bout divoued. Kas a reas Pompeius e gefridi da benn e tri miz. War-lerc'h e voe kaset da Azia-Vihanañ da vrezeliñ ouzh roue Pontos, Mithridates VI Eupator. A-drugarez d'e drec'h e c'hellas Roma ledanaat he beli betek Bithynia, Pontos, Syria ha Judea, diazezlec'hioù an Impalaeriezh roman er Reter.

E 63 kent JK ec'h emellas Pompeius er brezel a enebe Aristobulus II ouzh e vreur Hyrcanus II. Dre ma oa bet Aristobulus a-du tamm pe damm gant Mithridates ha gant ar vorlaeron, tra ma oa Hyrcanus douget da Roma, ez eas a-du gant Hyrcanus. Trec'h e voe war Aristobulus war Menez an Templ e-lec'h ma'z eas en Templ hep aotre Hyrcanus, a voe beleg meur templ Jeruzalem ivez. Neoazh edo Judea dindan beli Pompeius hag e voe anvet da etnark gant Hyrcanus.

Dav e oa dezhañ gortoz c'hwerc'h miz goude e zistro e -61 evit ma voe lidet e trec'h « war ar bed a-bezh » (de orbi universo) abalamour da zisfiz ar Sened en-e-geñver.


An Driumvirelezh kentañ[kemmañ]

E 60 kent JK e skoulmas an Driumvirelezh kentañ gant Julius Caesar ha Crassus. Hispania, Afrika ha Roma a voe dindan e veli da neuze. Dimeziñ a reas gant Julia, merc'h Caesar, evit kreñvaat an emglev etrezo.

E 55 kent JK e voe anvet Pompeius da goñsul evit an eil gwech ha savet e voe gantañ ar c'hoariva roman brasañ kenkoulz ha Curia Pompeius.

Ar brezel-diabarzh[kemmañ]

A-enep da gCaesar[kemmañ]

Caesar ha Pompeius, taolenn eus 1414 (gant Taddeo di Bartolo)

Goude marv Crassus e-kerz faezhidigezh Carrhae (53 kent JK) a-enep d'ar Barthed, hag e-keit ha ma edo Caesar e Galia, edo Roma dindan an trubuilhoù hag an dispac'hadegoù. Dindan levezon Bibulus ha Cato e voe mouezhiet gant ar Sened ul lezenn evit envel Pompeius da goñsul nemetañ evit 52 kent JK. Koulskoude e kemeras hennezh e dad-kaer nevez, Metellus Scipio, da genseurt evit pemp miz diwezhañ e goñsulerezh. E 49 kent JK e lakaas da embann edo Caesar e-maez al lezenn. Betek Roma e kerzas Caesar da neuze o treuziñ ar stêr Rubico, ha Pompeius, tapet berr gantañ, a guitas Roma evit mont da Vrundisium e-lec'h ma adkavas dalc'hidi dezhañ, senedourion zo hag ar goñsuled.

Emgann Pharsalus[kemmañ]

Peogwir ne c'helle ket paeañ e soudarded e kavas gwelloc'h diwall diouzh un emgann gant e enebour diouzhtu o lestrañ war-zu Gres. E-keit ha ma oa Caesar o vrezeliñ ouzh dalc'hidi Pompeius en Hispania e vodas hennezh lejionoù roman ar Reter. Goude ur stourmadenn gentañ e Tessalia he doa gwanet lu Caesar e fellas da Bompeius peurdrec'hiñ e enebour. E 48 kent JK e tegouezhas emgann Pharsalus. Daoust d'e lañs dre an niver e voe trec'het Pompeius hag e oa ret dezhañ tec'hout kuit. A-drugarez d'an emgann-se e kemeras Caesar an tu-kreñv war an optimates.

Marv ur Roman meur[kemmañ]

Klask a reas Pompeius Magnus repu en Egipt, met gourc'hemenn a reas Ptolemaios XIII, breur ha gwaz Kleopatra, hag al lezroue Pothinus, e lazhañ, ar pezh a voe graet e Pelusium gant Septimus a oa bet dindan Bompeius pa oa lejionad. Dizenorusañ zo : dibennet e voe hag e chomas e gorf war traezhenn Pelusium e-pad devezhioù. Ptolemaios a soñjas dezhañ plijout da Gaesar o profañ dezhañ penn e enebour kozh. Sevel a reas Caesar obidoù d'ar Roman meur-mañ avat. Pothinus a voe lakaet d'ar marv gantañ. Ptolemaios a voe digarget ha Kleopatra lakaet war an tron e lec'h he breur.

Tad Sextus Pompeius ha Pompeius ar Yaouank a oa Pompeius.