Kentañ Kroaziadeg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar C'hentañ Kroaziadeg pe ar Groaziadeg Kentañ a voe ur groaziadeg etre 1096 ha 1099 ma voe kristenien eus Kornôg Europa o klask aloubiñ an Douar Santel nevez-aloubet gant Muzulmiz er Reter Nesañ. E-pad ar C'hentañ Kroaziadeg-se e voe lakaet seziz war Jeruzalem e 1099 ha kemeret e voe kêr gant ar groazidi.

Ur skeudenn a ziskouez Pierre L'Hermite o kas marc’heien, soudarded ha maouezed war-zu Jeruzalem e-pad ar C’hentañ Kroaziadeg

E miz Meurzh 1095, e-pad Sened-iliz Piacenza, e oa bet kannaded kaset gant an impalaer Alexios Iañ Komnenos o c’houlenn sikour digant kristenien broioù ar C’hornôg da zifenn Impalaeriezh Bizantion ouzh an Durked. Diwezhatoc’h er bloavezh-se, e Sened-iliz Clarmont, e oa bet ar pab Urban II o c’hervel an holl gristenien da stagañ gant ar stourm a-enep an Durked hag o prometiñ dezho e vefe pardonet o fec’hedoù d’ar re a yafe da "zieubiñ Jeruzalem".

Ha pa oa bet graet ar galv-se ouzh an noblañsoù, ar varc’heien, e voe klevet ivez gant tud paouroc’h, er c’hêrioù hag er c’heriadennoù. Prezegerien ar feiz, evel Pierre L’Hermite a gasas war e lerc’h miliadoù a dud deuet eus Champagn, Loren, broioù ar Roen war-du Bizantion. War o hent e voe lazhet ganto miliadoù a Yuzevien abalamour ma ne asantent ket bezañ badezet… An dud a erruas e Bizantion e 1096 a voe kaset gant an impalaer da-vetek kêr Nicaea (İznik hiziv), a oa bet aloubet gant Turked. An darn vrasañ eus ar re o doa kemeret perzh er gerzhadeg vras-se ha na oant ket marvet war an hent a voe divodet gant an Durked ha graet sklaved ganto.

E-keit-se e oa marc’heien ivez o kuitaat Frankia hag Italia, d’ar 15 a viz Eost 1096, an deiz a oa bet lakaet dezho gant ar pab. Mont a rejont war-zu ar reter hag ur wech degemeret gant impalaer Bizantion e voent kaset da Nicaea ivez. Lakaat a rejont seziz war ar gêr ha trec’h e voent a-benn ar fin d’an 19 a viz Mezheven 1097.[1] Armeoù ar Groazidi a gemeras perzh e meur a emgann all ouzh an Durked, evel seziz Antioc'heia a badas eus miz Here 1097 da viz Mezheven 1098. Ur wech kouezhet ar gêr-se etre krabanoù ar varc’heien, e voe graet skrap ha riñs warni ha lazhet an holl vuzulmiz a oa o chom enni. Goude se ez eas ar groazidi war-zu ar c’hreisteiz, a-hed an aod, tre betek Jeruzalem. Erruout a rejont dirak mogerioù ar gêr-se d’ar 7 a viz Mezheven 1099, gant ul lodenn hepken eus an dud a oa aet kuit eus kornôg Europa.

Ar Reter Nesañ e 1135, ha Stadoù ar Groazidi merket gant kroazioù ruz.

Stourm a reas annezidi Jeruzalem, Yuzevien ha Muzulmiz, ouzh ar Franked[2]. Met trec’het e voent ha d’ar 15 a viz Gouere 1099 e c’hallas ar Groazidi dont tre e Jeruzalem. Lakaet e voe kêr en arigrap ha distrujet moskeennoù, met n'emañ ket a-du an holl istorourien da c'houzout daoust ha lazhadeget e voe an annezidi, Muzulmiz, Yuzevien pe Gristenien eus ilizoù ar Reter [3] Hogen ur brezel yud e oa ha garv e oa ar Groazidi. Marnaoniet hag ankeniet e oa ar Franked, pell diouzh o bro, eme un istorour, ha kement-se a zispleg perak e voe debret tud ganto a-wechoù, goude seziz Maarat e 1098, da skouer.[4]

Tamm-ha-tamm e oa bet gounezet douaroù gant ar Groazidi ha sevel a rejont stadoù bihan kristen, evel Kontelezh Edessa, en-dro d’ar gêr zo anvet bremañ Şanlıurfa, Priñselezh Antioc'heia, en-dro da Antakya pe Rouantelezh Jeruzalem. E Rouantelezh Jeruzalem e oa war-dro 120 000 a Franked (gallegerien an darn vrasañ anezho) o ren war 350 000 a annezidi, Muzulmiz, Yuzevien ha Kristenien eus ilizoù ar Reter, a oa chomet da vevañ eno goude aloubadeg an Arabed e 638.[5] En deroù ne voe ket stourmet kalz gant Muzulmiz ouzh ar stadoù kristen-se, abalamour ma oant rannet etre meur a gostezenn. A-benn ar fin e teujont a-benn d’en em unaniñ dindan renerezh Imad al-Din Zangi. Adtapout a reas Edessa e 1144. Ar gêr vras kentañ e voe da vezañ adaloubet gant Muzulmiz. Kement-se a lakaas ar pab Ujan III da c’hervel ar gristenien d’un eil kroaziadeg.

Notennoù[kemmañ]

  1. Christopher Tyerman, God's War: A New History of the Crusades, Allen Lane, 2006. pp. 106-124
  2. "Franked" (Franj en arabeg) a reer eus ar Groazidi dre ma oa an darn vrasañ anezho o tont eus Frankia
  3. Jean Richard, Histoire des Croisades, Fayard, 1996 ; Amin Maalouf, Les croisades vues par les Arabes, pp. 68-70, J’ai Lu, 2001
  4. Claude Lebedel, Les Croisades, origines et consequences, p.62, ISBN 2-7373-4136-1 ; Amin Maalouf, Les croisades vues par les Arabes, pp. 55-56, J’ai Lu, 2001
  5. Joshua Prawer, Histoire du royaume latin de Jérusalem, tr. G. Nahon, Paris, 1969, vol. 1, pp. 498, 568-72.