Yuzevegezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
William Bouguereau in his studio.jpg Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn.


Star of David.svg Menorah7a.png
Yuzevegezh
Tanac'h (Torah / Nevi'im / Ketouvim)
Talmoud · Halac'ha · Targoum
613 Mitzvot · Minhag · Midrach · Kabala
Strolladoù sokial-sevenadurel
Achkenazed · Sefaraded · Mizrac'hed · Samaritaned · Djouhouried
Istor ar yuzevien dre vro
Israel · Breizh · Frañs · Spagn
Alamagn · Polonia · Rusia
Stadoù-Unanet · Broioù muzulman
Kredennoù yuzevek
Ortodoksiezh yuzev · Yuzevegezh virour · Yuzevegezh adreizhet
Adgroueouriezh yuzev · Yuzevegezh frankizour · Karaegezh
Samaritanegezh
Yezhoù yuzevek
Hebraeg · Yidicheg · Ladinoeg · Djidieg · Yuzev-tateg
Bouc'horeg · Grouzineg
Strolladoù politikel er yuzevegezh
Zionouriezh
Istor ar zionouriezh · Bund (strollad) · Kibbutzim
Istor ar yuzevien en henamzer · Templ Jeruzalem · Harlu Babilon
Hasmoneed · Sanhedrin
Brezelioù yuzev-roman · Fariseed
Diaspora · Istor ar yuzevien er grennamzer
Haskalah · C'hasidegezh · Dishualidigezh ar yuzevien
Aliyah · Istor stad Israel
Brezelioù israelek-arabek · Trevadennoù yuzevek e Palestina
Heskinerezh ar yuzevien
Enep-yuzevouriezh · Shoah

An hini goshañ eus an teir relijion undoueek (monoteist) meur eo ar yuzeviezh, dezhi en-dro da 15 milion a feizidi er bed a-bezh. An diforc'h brasañ etre ar yuzevegezh hag an div relijion vras diazezet warni, ar gristeniezh hag an islam, eo al liamm etre an identelezh relijiel hag hini etnikel a vez pouezet warnañ el lodenn vrasañ eus ar c'hredennoù yuzev. Savet eo bet e 1948 ur riez eo ar yuzevegezh e relijion-stad, Israel eo e anv e koun ar riez a oa er memes lec'h en Henamzer kreis.

Achkenazed, Sefaraded ha Mizrac'hed[kemmañ]

Dre vras, e vez graet Achkenazed (אשכנזים, ashkenazim, "alamaned") eus ar yuzevion a orin europat, pe e teufent eus Kreizeuropa pe eus Retereuropa, ha Sefaraded (ספרדים, sfaradim, "spagnoled") eus ar re a orin spagnol ha portugalat. Alies e vez graet Mizrac'hed (מזרחים, mizrahim, "tud ar reter" ) eus yuzevion a orin arab pe kaokazat.

An Tanac'h, ar Bibl yuzev[kemmañ]

Hollad skridoù santel ar yuzevegezh a vez graet tanac'h (תנ״ך) anezhañ. Ur veradenn eo ar ger-mañ, stummet eus:

Kredennoù yuzev pennañ[kemmañ]

Istor[kemmañ]

Steredenn David (מגן דוד, magen David), arouez ar yuzevegezh

Istor ar Yuzevegezh a zo kazi hini ar Yuzevien e-pad an Henamzer pa ne vezont anavezet nemet dre o levrioù dastumet ez-ofisiel, danevelloù ha skridoù lennegel ur endalc'h relijiel kreñv enno. Testennoù savet gant o amezeien (Egiptiz, Asirianed, Hittited) ne reont ket kalz a daveoù d'ar religion yuzev. Er mare hellenistel e teu da vezañ Aleksandria ur gêr m'emañ kalz a Yuzevien o chom enni hag evit an abeg-se e o bet troet ar Bibl yuzev e gresianeg, Bibl an Deg ha-tri-ugent den fur a reer anezhañ.

Gouelioù yuzev[kemmañ]

Ne glot ket an deiziadur yuzev (350 deiz pep bloaz) gant hini gregorian (365 deiz pep bloaz). Neuze ne glot ket ar gouelioù yuzev gant deiziadoù gregorian resis kennebeut.

  • Roch ha-Chanah (ראש השנה, ro’sh ha-shānāh)
  • Yom Kipour (יום כיפור, yom kippūr)
  • Soukot (סֻכּוֹת, sukkōt)
  • Simc'hat Torah (שמחת תורה, simhat ha-tōrāh)
  • C'hanoukah (חנוכה, hanūkkah)
  • Tou bi-Chvat (ט"ו בשבט, tu bi'shevat)
  • Pourim (פורים, pûrîm)
  • Pesac'h (פסח, pesah)
  • Lag ba-Omer (ל"ג בעומר, lag ba-'ōmer)
  • Chavouot (שבועות, shavūot)
  • Ticha be-Av (תשעה באב, tish‘āh bə-āḇ)
  • Chabat (יום השבת, yom ha-shabbāt), bep Sadorn

Gouelioù nevez abaoe 1948:

  • Yom ha-Shoah (יום השואה, yom ha-shoah), devezh ar Shoah
  • Yom ha-Zikaron (יום הזכרון , yom ha-zikaron), devezh veteraned arme Israel
  • Yom ha-Atsma'out (יום העצמאות, yom ha-atzma'uth), devezh dizalc'hidigezh stad Israel
  • Yom Yerouchalayim (יום ירושלים, yom yerushalāyim), devezh Jeruzalem

Yom ha-Zikaron, Yom ha-Atsma'out ha Yom Yerouchalayim a vez lidet e stad Israel ha gant yuzevion relijiel broadelour. Ne lid ket feizidi a gredennoù yuzev all (d. skw. Netourei Karta) ar gouelioù-mañ.

Niver a feizidi yuzev dre vro (e 2000)[kemmañ]

Stadoù Unanet 6.000.000
Israel 5.000.000
Rusia war-dro 750.000
Frañs 600.000
Ukraina 500.000
Kanada 350.000
Rouantelezh Unanet 250.000
Arc'hantina 250.000
Alamagn 220.000
Brazil 120.000
Aostralia 110.000
Hungaria 100.000
Suafrika 95.000
Italia 29.000
Turkia 23.000
Iran 20.000