Feiz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar feiz eo kredenn an dud en un doue bennak, en ur relijion, pe en ur gelennadurezh. Komz a reer eus feiz kristen, ha mervel a rae ar verzherien gristen evit o feiz.

Taolenn

[kemmañ] Vertuz

Ar feiz zo ivez unan eus an teir vertuz kristen, gant an Esperañs hag ar Garitez.

[kemmañ] Estlamadelloù

Diwar ar ster relijiel eo tremenet ar ger er yezh pemdez, ha meur a estlammadell zo bet savet diwarni:

  • Feiz! Feiz ya! Feiz nann!. Da neuze e klot gant ar galleg ben ( a glever e-barzh Ben oui, ben non) hag a deu a-leizh e-barzh brezhoneg nevezvrezhonegerien zo (Beñ ya, beñ nann), ken divrezhonek neuze.
  • Feiz d'am Doue , lakaet da le-douet ivez a-wechoù,
    • dreist-holl pa vez distaget Fidamdoue :
    • ha gwashoc'h c'hoazh pa vez lavaret Fidamdoue, doue, doue! gant ar gonnar.

[kemmañ] Troioù lavar


[kemmañ] E yezhoù all

  • Fe e spagnoleg, e portugaleg
  • Vera er yezhoù slavek.

[kemmañ] Tud

[kemmañ] Lec'hanvadurezh

En un nebeud yezhoù e kaver anvioù-lec'hioù savet diwar anv ur santez roman, a zo Fides e latin:

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all