Sinagogenn

Eus Wikipedia
Sinagogenn e Plzeň (Republik Tchek).
Sinagogenn Brest, aet d'ober ur fouzhlec'h evit ar soudarded alaman, e-pad an Eil Brezel-bed.
Ar « Bimah » pe an daol-lenn, e sinagogenn Łańcut (Polonia).

Ar sinagogenn (eus ar ger gresianek kozh συναγωγή synagogē, a dalveze "emvod" pe "bodadeg") eo al lec'h m'en em vod ar Yuzevien da bleustriñ o relijion. En hebraeg e lavarer בית כנסת beyt knesset, "ti ar vodadeg", pe בית התפילה beyt t'fila, "ti bediñ".

Soñjal a reer e teu ar boaz d’en em vodañ e sinagogennoù gant ar Yuzevien eus ar mare ma voent harluet da Vabilon, ha ma ne c’hallent ket pediñ e Templ Jeruzalem ken. Gallout a ra ar sinagogennoù bezañ kinklet en un doare arzel, met peurvuiañ ne vez ket enno delwennoù pe skeudennoù eus tud, rak berzet eo ar seurt skeudennoù gant an darn vrasañ eus ar ranngredennoù yuzev. E hini ebet anezho a-hend-all ne gaver skeudennoù eus Doue, rak berzet eo groñs hervez unan eus Dek Gourc'hemenn an Ermaeziadeg.

Dre ma’z eus bet savet sinagogennoù en ur bern broioù disheñvel ha da vareoù diseurt, n’eo ket unvan o savouriezh. E diabarzh pep sinagogenn e kaver peurliesañ ur sal vras evit pediñ ha salioù all miret evit ar studi (בית מדרש Beyt midrash, ti ar studi). Pediñ a-gevret a vez graet gant ar Yuzevien er sinagogennoù : teir gwech bemdez e ranker pediñ er relijion-se. En un armel anvet Arc'h santel e vez lakaet an Torah, levr santel ar Yuzevien. En e sav dirak un daol anvet « bimah » e vez ar rabin (ar beleg) o lenn an Torah d’ar feizidi bodet er sinagogenn.

En Europa e voe distrujet kalz sinagogennoù en XXvet kantved gant an Nazied, er broioù dalc’het ganto er bloavezhioù 1930 ha 1940. Ar sinagogenn goshañ a gaver er bed zo en enez Delos e Gres : savet e voe etre 150 ha 128 a-raok J.K. E Kochi, en India, e kaver an hini goshañ bet savet gant an Diaspora yuzev, savet ma voe e 1568.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.