Fouzhlec'h
Ur fouzhlec'h zo un ti ma c'haller kaout darempred reizhel gant gisti.
Taolenn |
[kemmañ] Statud
E broioù zo int difennet hervez al lezenn, evel e Bro-C'hall bremañ. Brudet e oa Madame Claude evel houlierez, renerez fouzhlec'h, e kornad Pariz er bloavezhioù 1960 ha 1970. E 1976 e rankas mont da repuiñ d'ar Stadoù-Unanet abalamour ma klaske tud an Tailhoù lakaat o c'hrabanoù war he yalc'h.
Kement-se ne vir ket ouzh ar polis da gavout tier kuzh ur wech dre vare, na da wareziñ lod all a-hervez.
[kemmañ] Lennegezh
Un toullad kontadennoù gant Maupassant a c'hoarvez en-dro d'ar gisti. Une partie de campagne gant Jean Renoir (1936) zo ur film (hag ur bennoberenn) tennet eus unan anezho, ma weler merc'hed ur fouzhlec'h o kuitaat kêr da vont d'ur gomunion war ar maez.
[kemmañ] Liverezh
[kemmañ] E Pompei
Dismantroù ur fouzhlec'h dek kambr ennañ zo bet kavet e Pompei, ha livadurioù ennañ ivez.
-
Kambr en ur fouzhlec'h e Pompei
-
C'hwilliperezh en ur fouzhlec'h e Pompei