Ladinoeg
| Ladinoeg (Ladino, Judeo-espanyol) |
|
|---|---|
| Perzhioù | |
| Komzet e : | Israel, Turkia, Brazil, Frañs, Alamagn, Bulgaria, Gres, Mec'hiko, Curaçao |
| Komzet gant : | ~ 150 000 |
| Renkadur : | goude 100 |
| Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek |
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | - |
| Akademiezh : | Autoridad Nasionala del Ladino, Alliance Israelite Universelle |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | - |
| ISO 639-2 | lad |
| ISO 639-3 | |
| Kod SIL | LAD |
| Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. | |
- Notenn: Arabat kemmeskañ ar yezh yuzevek-mañ gant al ladineg komzet en Italia.
Ur yezh romanek eo al ladinoeg pe yuzev-spagnoleg (dzhudezmo, spanyol, גודיאו-איספאנייול) komzet gant 100.000 a dud en Israel ha gant 10.000 den all e Turkia. Komzet e vez ivez e Brazil, Frañs, Alamagn, Bulgaria ha Mec'hiko.
War digresk ec'h a an niver a dud a ra gant ar yezh-mañ dre ar bed a-bezh.
Ar hengastilhaneg eo yezh diazez al ladinoeg, ennañ meur a c'her o tont eus an hebraeg.
Gwechall e veze skrivet kentoc'h gant al lizherenneg hebraek, dreist-holl er skritur raschiek (rashi), evel an darn vrasañ eus ar yezhoù yuzevek. Bremañ avat e vez skrivet peurliesañ gant al lizherenneg latin, dreist-holl e Turkia ma vez skrivet hervez reolennoù reizhskrivañ an turkeg. En Israel avat e vez graet hervez an doare-skrivañ ijinet gant Savadur Broadel al Ladinoeg (Autoridad Nasionala del Ladino). Evit un nebeud tud all, evel Iacob M Hassán, e vefe gwelloc'h skrivañ hervez reolennoù ar spagnoleg a-vremañ.
Aet e oa kalz war digresk en XXvet kantved an niver a dud a ra gant ar yezh-mañ dre ma oa bet lazhet kalz anezhe gant an nazied e-pad an Eil brezel bed. Kozh a-walc'h eo an darn vrasañ eus an dud barrek war al ladinoeg hiziv ha ne vez ket desket ganto d'o bugale peurliesañ.
En arvar da vont da get e c'hellfe bezañ neuze daoust ma vez desket en-dro gant un nebeud tud yaouank a glask lakaat ar yezh da vont war-raok.
Gwelet ivez[kemmañ]
Liammoù diavaez[kemmañ]
- Ladino
- Ethnologue
- Autoridad Nasionala del Ladino
- Socolovsky, Jerome. "Lost Language of Ladino Revived in Spain", Morning Edition, National Public Radio, March 19, 2007. [1]
| Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |