Yezhoù yuzev-romanek

Eus Wikipedia


Ar yezhoù yuzev-romanek eo ar yezhoù deveret eus yezhoù romanek komzet gant kumuniezhioù Yuzevien ha bet kemmet kement ganto m'int deuet da vezañ gwir yezhoù anavezet evel-se. Mont a reont d'ober ur skourr eus ar yezhoù yuzevek.

Yezhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yuzev-katalaneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aspadennoù eus ar yuzev-katalaneg a chom e lavar kumuniezhioù kripto-Yuzevien Katalonia hag Inizi Balearez.

Yuzev-Italianeg pe italkieg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus ket hiziv an deiz ouzhpenn 200 a dud gouest da gomz flour doareoù disheñvel ar yuzev-italianeg (anvet italkieg a-wechoù, diwar un termen goveliet gant Solomon Birnbaum e 1942). Mont a ra ar yezherien-se d'ober dilerc'hioù ar rannyezhoù yuzev-italianek a veze komzet a-vras gwechall penn-da-benn dre Italia, Korfou hag a-hed aodoù reter ar mor adriatek hag ar mor Ionek.

Yuzev-aragoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Komzet eo bet ar yuzev-aragoneg e norzh-kreiz Spagn adal e-tro kreiz an VIIIvet kantved betek an argasadeg eus Spagn. Da neuze eo bet kemmesket gant ar rannyezhoù yuzev-spagnolek all pe eo aet da get, lonket gant rannyezhoù yuzev-spagnolek su Spagn a oa bras o levezon d'an ampoent, dreist-holl en takadoù anvet hiziv País Valencià, Murcia hag Andalousia.

Yuzev-latin pe La‘az[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ent teknikel e vije gwelloc'h komz eus "yuzev-latin boutin" kentoc'h eget eus "yuzev-romaneg". Ar yuzev-latin bet komzet war un dachenn ec'hon-meurbet ha dre zoareoù disheñvel-mat a c'houlakaer bezañ bet ar yezh dibar en implij gant kumuniezhioù yuzev an Impalaeriezh Roman

Yuzev-portugaleg pe Lusitaneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Graet e vez yuzev-Portugaleg eus yezh kumuniezhig strewet kripto-Yuzevien Portugal. Evel an darn vrasañ eus ar yezhoù yuzevek ez eus bet dalc'het enni henstummoù na vezont ket kavet ken er portugaleg a-vremañ. Treuzvevañ a ra dreist-holl e stumm aspadennoù e lavar kumuniezhioù kripto-Yuzevien e diabarzh Portugal, en-dro da vBelmonte en norzh hag an Algarve peurgetket.

Yuzev-spagnoleg pe ladinoeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lies eo anvioù ha stummoù rannyezhel ar yezh-mañ hervez an tachennoù. Diskennad ar spagnoleg evel ma veze komzet gant Sefaraded Spagn - ar mell kumuniezh Yuzevien bras he levezon kent bezañ argaset eus Spagn - eo al ladinoeg

Yuzev-okitaneg pe Chouaditeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chouaditeg, pe Yuzev-provañseg pe c'hoazh yuzev-okitaneg eo anv an okitaneg levezonet gant an hebraeg a veze komzet e Provañs ha dre-holl Okitania er Grennamzer. Kavet e vez en amprestoù hebraek zo enni un niver a gemmoù soniadel n'int ket testeniekaet e yezh yuzevek all ebet.

Zarfateg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Zarfateg, pe yuzev-galleg, a reer eus ar yezh, aet da get hiziv an deiz, bet komzet gant Yuzevien Bro-C'hall, an Izelvroioù ha kornôg Alamagn. Moarvat e oa bet komzet ar yezh-se e reter Breizh ivez a-raok d'ar Yuzevien bezañ argaset eus hor bro gant an dug Yann I e 1240.

Istor ha diorroidigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Displann a-walc'h eo istor diorroidigezh ar yezhoù yuzev-romanek. Dre vras ez eus daou zoare pennañ da sellet outo. Pe ez int diskennidi eus ar yuzev-latin hag ez eo kenstur o diorroidigezh ouzh hini ar yezhoù romanek all, pe ez int diforc'hadurioù distag ganet e pep kumuniezh unan-hag-unan. Ur sell all eo degemer un tamm eus an daou ha kinnig e teu yezhoù yuzev-romanek zo eus ar yuzev-latin (doareoù zo eus ar zarfateg, chouaditeg, italkieg ha yuzev-katalaneg) ha re all a vije frouezh un emdrodur emren (doareoù zo eus ar zarfateg, yuzev-katalaneg, ladinoeg ha yuzev-portugaleg).

Stad a-vremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Marv-mik eo ar yuzev-Latin, ar zarfateg, ar chouaditeg hag ar yuzev-aragoneg. Evit ar yuzev-latin abaoe an Henamzer, ar yuzev-aragoneg er Grennamzer hag ar chouaditeg abaoe marv ar yezher diwezhañ e 1977.

Evit kelo ar yuzev-portugaleg hag ar yuzev-katalaneg ne chom nemet roudoù anezho e lavar kumuniezhioù kripto-Yuzevien al ledenez iberek hag Inizi Balearez.

Daou rummad tud zo c'hoazh e veze komzet ar yuzev-italianeg gant e-tro 5 000 a Yuzevien en Italia. Hiziv ne van a-boan nemet un 200 bennak anezho, tud kozh evit ar pep brasañ.

Ladinoeg a vez komzet gant ar pezh a chom eus kumuniezhioù Sefaraded ar Maghreb e Norzhafrika hag er Reter-nesañ, dreist-holl e Turkia gant da nebeutañ 150 000 a dud, divyezhegerien anezho-holl da nebeutañ koulz lavaret.

Teñval e hañval bezañ dazont ar yezhoù yuzev-romanek evel hini an holl yezhoù yuzevek. Deuet eo an hebraeg da vezañ yezh daremprediñ pennañ ar c'humuniezhioù Yuzevien er Reter-kreiz ha yezhoù all evel ar saozneg pe pouez armerzhel yezhoù lec'hel (evel an turkeg dreist-holl) zo uhel o statud ivez.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Raktres war ar yezhoù yuzevek (e saozneg)
  • Judeo-Aragonese: Revista de Filología Española (Cited as RFH:Hispánica?) 8.136-41 (1946) meneget e Current Trends in Linguistics 9.1025


Yezhoù yuzev (kemmañ)
Afro-Aziatek
Hebraeg (marevezh): Bibl | Mishnaeg | Krennamzer | Modern
(rannyezhoù): Ashkenazed | Sefaraded | Yemeniteg | Sananeg | Tiberieg | Mizraheg
Yuzev-aramaeg (Aramaeg) : Barzaneg | Houlaolaeg | Denieg | Didaneg | Nochaneg
Yuzev-arabeg (Arabeg) : Arabeg yuzev-irakek | Arabeg yuzev-marokek | Arabeg yuzev-yemenek | Yuzevarabeg Libia | Yuzevarabeg Tunizia
Re all : Kouchiteg : | Kayleg | Kwareg | Kailigneg Berbereg : Yuzev-berbereg
Indezeuropeg
Yidicheg (Alamaneg) : Nat'l Yiddish Book Ctr. | YIVO | C'hoariva Yiddish | Yeshivish | Yinglish | Klezmer-loshn
Yuzev-romaneg : Yuzev-katalaneg | Italkieg | Ladinoeg | La‘az | Yuzev-okitaneg | Zarfateg | Yuzev-portugaleg | Yuzev-aragoneg | Tetuani
Yuzev-Perseg (Aryaneg) : Bouc'horeg | Djouhourieg | Dzhidieg | Yuzev-Hamedaneg | Yuzev-Golpayganeg | Yuzev-Chirazeg
Yuzev -Esfahaneg | Yuzev -Kermaneg | Yuzev -Kashaneg | Yuzev -Borujerdeg
Yuzev -Khunsareg | Yuzev -Kurdeg | Yuzev -Yazdeg | Yuzev -Nehevandeg
Re all: Yevaneg (Gresianeg) | Knaneg (Yezhoù slavek) | Yuzev-marateg (Indezaryaneg)
Altaeg Dravideg Kartvelianeg
Krimtchakeg | Karaimeg Yuzev-malayalameg Grouzineg
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.