Sili
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Actinopterygii | ||||
| Urzhiad : | Anguilliformes | ||||
| Kerentiad : | Anguillidae | ||||
| Genad : | Anguilla | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Anguilla anguilla Linnaeus, 1758 |
|||||
|
|||||
Sili (pe silioù) a zo pesked moan ha hir hag a vev en dour dous hag en dour mor. Anguilla anguilla eo anv skiantel ar silienn.
E-leizh e veze anezho gwechall e kement stêr zo en Europa met war-zigresk bras eo aet he foblañs. Mont a rafe da ouennañ da Vor ar Sargasoù e kornaoueg ar Meurvor Atlantel. Mervel a ra du-hont da-c'houde. Ar sili bihan a zistro da Europa e-lec'h ma kreskont a-raok mont da ouennañ d'o zro.
Loened all [kemmañ]
Sili a vez graet ivez eus loened all damheñvel:
- silioù-garzh, anv all an naered-bro.
- sili-mor
Lavaroù ha krennlavaroù [kemmañ]
- -Petra zo da lein? -Treid silioù ha divskouarn kelien.
- Hemañ zo eus gwenn ar sili A gav gwelloc'h evañ evit debriñ.