Kevrennad
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
E bevoniezh, ar gevrennad zo rannad ur skourrad. E rummatadur reizhiadek ar bevien emañ ar gevrennad etre ar skourrad hag an urzhiad. An trede derez eo ar gevrennad e rummatadur klasel ar bevien (Da lâret eo an hini na ra ket gant naoutur ar pellder genetek).
[kemmañ] Dibennoù-ger latin a verk ar renk e rummatadur ar bevien
E diwezh an anvioù kevrennadoù e kaver al lostgerioù -opsida evit ar plant, -phyceae evit ar bezhin ha -mycetes evit ar foue.
Evit pezh a sell ren al loened, lostgerioù zo lakaet e plas dindan renk an uskerentiad hepken (ICZN mellad 27.2).
Skouerioù:
- Loened : Aves (evned), Mammalia (bronneged), Reptilia (stlejviled)
- Plant : Liliopsida, Magnoliopsida
- Foue : Myxomycetes, Acrasiomycetes
- bezhin : Chlorophyceae

