Hamas

Eus Wikipedia
Hamas
aozadur politikel, Rezistañs, urzhiadur milourel, aozadur relijiel, aozadur
Deiziad krouiñ10 Kzu 1987 Kemmañ
Anv ofisielحركة المقاومة الإسلامية Kemmañ
Anv er yezh a orinحركة المقاومة الإسلامية Kemmañ
RelijionIslam sunnit Kemmañ
Perzhiad eIsrael–Hamas war Kemmañ
Korf an armeIzz ad-Din al-Qassam Brigades Kemmañ
DiazezerAhmed Yassin, Abdel Aziz al-Rantissi, Mahmoud al-Zahar Kemmañ
PrezidantYahya Sinwar, Ismail Haniyah Kemmañ
StadStad Palestina Kemmañ
Ezel eusBreudeur vuzulman Kemmañ
Lec'h diazezBandenn Gaza Kemmañ
Perc'henn warAl-Aqsa TV Kemmañ
Sez sokialGaza Kemmañ
Bro orinStad Palestina Kemmañ
Darvoud-alc'hwezRe'im music festival massacre Kemmañ
SRGB color hex triplet008000 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://hamas.ps Kemmañ
Rummad evit an iziliCategory:Hamas members Kemmañ
Anaouder WordLifthttp://data.thenextweb.com/tnw/entity/hamas Kemmañ

Diskouez a ra arouez an Hamas div sabrenn groaziet, Bolz ar garreg, hag ur gartenn eus an tiriad c'hoantaet evit Palestina (well-wazh, Israel a-hiziv, Sisjordania ha Takad Gaza).
Politikerezh - Porched ar politikerezh

Aotrouniezh Vroadel Palestina


Ur pennad eus an heuliad:
Politikerezh ha gouarnamant
Aotrouniezh Vroadel Palestina

eo ar pennad-mañ

Prezidant: Mahmoud Abbas
Kentañ Ministr: Ismail Haniyah
Kuzul Kannaded Palestina
ADP
Roll strolladoù politikel
Dilennadegoù:
Prezidant: 1996 2005
Kannaded: 1996 2006
Emglevioù Oslo
Intifada Al-Aqsa
Stad Palestina

embann

Hamas (en arabeg حماس, Ḥamās ha teskanv evit Ḥarakat al-muqāwama al-islāmiyya, حركة المقاومة الإسلامية Luskad an Emsav Islamek) eo anv un aozadur palestinat broadelour hag islamour. Talvezout a ra ar ger hamas kement ha jourdoul, lañs, gred e brezhoneg. Palioù ar strollad eo ar stourm armet a-enep da Stad Israel a vez sellet gantañ evel ouzh ur Stad direizhwir, ha savidigezh ur Stad islamek e Palestina gant Jeruzalem da gêr-benn.

Enskrivet eo bet war roll an aozadurioù sponterezh gant Israel, ar Stadoù-Unanet hag an UE. Disklêriet eo bet ganto ne vefe ket anavezet Hamas evel kendivizer en argerzh peoc'h e ken kaz e vije izili anezhañ e gouarnamant da zont dilennadeg kannaded Palestina 2006.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Krouet eo bet Hamas gant ar cheic'h Ahmad Yasin e 1987, e-kerzh an Intifada kentañ. E Kerzu 1987 eo bet embannet e gemenadenn gentañ gantañ. E-touez ar strolladoù bet araozañ emañ luskad "Kengevredad douar Isra" hag al "Luskad stourm islamek". Gant ar cheic'h Ahmad Yasin hag aduidi evel Mahmoud Al-Zahhar hag Abdul Aziz Al Rantisi eo bet frammet ha skignet an Hamas en un doare ofisiel. E mellad 2 e garta diazez, deiziet eus an 18 Eost 1988 eo kinniget al luskad evel ur skourr eus luskad etrebroadel ar Vreudeur vuzulman, bet krouet en Egipt e 1928 gant Hasan al-Banna, un emsav hag a embann labourat evit lakaat e pleustr ar charia islamek war ar pemdez e Palestinia a-bezh. Daoust d'an disklêriadenn-se, hag en tu all d'an daveenn ideologel-se, n'eus bet morse skoulmet an disterañ darempred etre an daou emsav-se evel m'eo bet anzavet gant pennoù an daou luskad.

E 2004 e voe bet drouklazhet gant lu Israel ar cheikh Yasin, penn speredel al luskad hag Abdelaziz Al-Rantisi, penn politikel Hamas.

E vad en deus graet Hamas eus digoridigezh an Aotrouniezh palestinat evit mont war ar renk evit dilennadeg ar 25 Genver 2006 hep dilezel ar stourm armet, ha pa vije bet embannet un "harz brezel" gant an aozadur. Disoc'h ofisiel an dilennadeg a ginnig d'an Hamas ar muiañ-niver dreist gant 76 sez war 132.

Programm an Hamas[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ne anavez ket Hamas ar gwir da vevañ gant Stad Israel. Hervezañ eo bet savet ar Stad-se en ur ziperc'hennañ Palestiniz eus o bro. Sevel a ra enep da gement kammed a vije graet war-du ar Yuzevien. Goulenn-groñs a ra ma vo adsavet Palestina glok gant he harzoù kent savidigezh Stad Israel. Embann a ra eo ur c'holl amzer an divizoù etre an Arabed hag ar Yuzevien ha lakaat a ra ar stourm armet da venveg pennañ evit tizhout e balioù.

Ober a ra an Hamas war-dro ospitalioù ha skolioù; harpañ a ra emstriverien ha listennoù da-geñver an dilennadegoù kêr ha parlamant a vez dalc'het dindan kontroll an Aotrouniezh Vroadel Palestinat.

Brec'h armet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar "Brigadennoù Izzaddin al Qasam" eo brec'h armet an Hamas. En o c'harg emañ an emsav armet en deus sevenet tagadennoù a-enep soudarded ha siviled eus Israel, dre gwalldaolioù spont emlazh a-wechoù, dreist-holl e 2001. Rak-se e oa bet renket e-touez an "aozadurioù gwalldaolel" gant ar SUA.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]