Samaritaned

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Star of David.svg Menorah7a.png
Yuzevegezh
Tanac'h (Torah / Nevi'im / Ketouvim)
Talmoud · Halac'ha · Targoum
613 Mitzvot · Minhag · Midrach · Kabala
Strolladoù sokial-sevenadurel
Achkenazed · Sefaraded · Mizrac'hed · Samaritaned · Djouhouried
Istor ar yuzevien dre vro
Israel · Breizh · Frañs · Spagn
Alamagn · Polonia · Rusia
Stadoù-Unanet · Broioù muzulman
Kredennoù yuzevek
Ortodoksiezh yuzev · Yuzevegezh virour · Yuzevegezh adreizhet
Adgroueouriezh yuzev · Yuzevegezh frankizour · Karaegezh
Samaritanegezh
Yezhoù yuzevek
Hebraeg · Yidicheg · Ladinoeg · Djidieg · Yuzev-tateg
Bouc'horeg · Grouzineg
Strolladoù politikel er yuzevegezh
Zionouriezh
Istor ar zionouriezh · Bund (strollad) · Kibbutzim
Istor ar yuzevien en henamzer · Templ Jeruzalem · Harlu Babilon
Hasmoneed · Sanhedrin
Brezelioù yuzev-roman · Fariseed
Diaspora · Istor ar yuzevien er grennamzer
Haskalah · C'hasidegezh · Dishualidigezh ar yuzevien
Aliyah · Istor stad Israel
Brezelioù israelek-arabek · Trevadennoù yuzevek e Palestina
Heskinerezh ar yuzevien
Enep-yuzevouriezh · Shoah


Ur strollad sokio-sevenadurel ha relijiel a bPalestina hag Israel eo ar Samaritaned (hebraeg: שומרונים, Shomronim; Hebraeg ar Samaritaned:שומרים , Shamerim; arabeg: سامريون). Ne vezont ket anavezet evel Yuzevien na gant an ortodoksiezh yuzev, na gant rabinat meur stad Israel hag a lavar ez eo "proselited diratozh" ha "diskennidi trevadennourien asirian" anezho - pezh ne seblant ket bezañ gwir. Hervez al lodenn vrasañ eus an istorourien ez int diskennidi poblañs israelitek ar vro. Koulskoude, pasporzhoù israelat a zo bet roet da gazimant an holl samaritaned e fin ar bloavezhioù 1990 - met re palestinat ivez.

E 2003 e konted 653 Samaritan o vevañ e Kiryat Luza e-kichen Nablous, Palestina hag e C'holon, Israel.

Relijion[kemmañ]

Evit gouzout muioc'h diwar-benn relijion ar Samaritaned, sellit ouzh: Samaritanegezh.

Yezhoù[kemmañ]

Dre vras, e vez komzet arabeg gant Samaritaned Nablous ha hebraeg gant re C'holon. Hebraeg ar Samaritaned, skrivet gant al lizherenneg samaritanek, a vez implijet evel yezh al liturgiezh gant an daou strollad. Betek an Xvet kantved e oa ar mehri pe aramaeg ar Samaritaned yezh pemdeziek ar feizidi samaritan.

Emdroadur ar boblañs samaritan[kemmañ]

Tiegezh samaritan e 1905.

Niver a feizidi samaritan:

Roll ar veleien veur samaritan abaoe 1613[kemmañ]

Eleazar ben Tsedaka, beleg veur samaritan abaoe 2004

Lignez Eleazar:

  • 1613-1624 Shelemiah ben Pinhas

Lignez Itamar:

  • 1624-1650 Tsedaka ben Tabia Ha'abta'ai
  • 1650-1694 Yitzhaq ben Tsedaka
  • 1694-1732 Abraham ben Yitzhaq
  • 1732-1752 Tabia ben Yiszhaq ben Avraham
  • 1752-1787 Levi ben Avraham
  • 1787-1855 Shalma ben Tabia
  • 1855-1874 Amram ben Shalma
  • 1874-1916 Yaacov ben Aaharon ben Shalma
  • 1916-1932 Yitzhaq ben Amram ben Shalma ben Tabia
  • 1933-1943 Matzliach ben Phinhas ben Yitzhaq ben Shalma
  • 1943-1961 Abrisha ben Phinhas ben Yitzhaq ben Shalma
  • 1961-1980 Amram ben Yitzhaq ben Amram ben Shalma
  • 1980-1982 Asher ben Matzliach ben Phinhas
  • 1982-1984 Phinhas ben Matzliach ben Phinhas
  • 1984-1987 Yaacov ben Ezzi ben Yaacov ben Aaharon
  • 1987-1998 Yosseph ben Ab-Hisda ben Yaacov ben Aaharon
  • 1998- 2001 Levi ben Abisha ben Phinhas ben Yitzhaq
  • 2001- 2004 Shalom ben Amram ben Yitzhaq (Saum Is'haq al-Samiri)
  • abaoe 2004 Eleazar ben Tsedaka (Abdel Moein Sadaka, 131vet beleg veur)

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]