Aliyah
Eus Wikipedia
Aliyah (hebraeg: , עלייה, "pignidigezh") a vez graet eus an enbroiñ a yuzevien e Stad Israel. Ent-hengounel e veze implijet ar ger-mañ evit merkañ an enor a lenn tammoù eus an Torah er sinagogenn. Evit daou abeg ez eo an Aliyah unan eus diazezoù pennañ ar Zionouriezh: 1) lakaat yuzevien eus ar bed a-bezh da guitaat o broioù (sañset enepyuzev) ar muiañ ar gwellañ ha 2) mirout an tu-kreñv yuzevek e poblañs Israel. Graet e vez oleh (עלה), liester: olim eus enbroerien yuzevek e hebraeg Israel.