Moizez
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour 'zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Moizez, livet gant José de Ribera
Moizez a voe digabestrer ha lezenner Israel. Bez' eo unan eus profeded ar yuzevien, ha kontet eo da vezan skrivet an Torah. Anavezet eo ivez gant ar Vuzulmaned ha tud ar relijion baha'i.
[kemmañ] E istor
Mab e oa da Amram ha d'e wreg Jochebed. Hervez ar Bibl e oa bet gourc'hemennet gant ur faraon lazhañ paotredigoù ar yuzevien en Egipt. Ur vamm neuze a laoskas he mabig da vont gant red an dour en ur gavell war ar stêr Nil. Ha hennezh a voe dastumet gant merc'h ar roue.
[kemmañ] Hervez ar Bibl
Teir lodenn zo e buhez Moizez, 40 vloaz pep hini.
- Yuzev advabet gant merc'h Faraon, p'emañ an Hebreed dindan gazel-gê hag o kiañ evel sklaved, e tegouezh da Voizez gwelout un eilmestr egiptat o vazhata ur yuzev. Lazhañ a ra ar bazhataer, ha ret dezhañ tec'hout.
- Skoazell a ro da verc'hed beleg Madian, Jéthro (pe Yitro). Kemer a ra unan anezho da wreg, Sefora hec'h anv. Mesaer deñved eo neuze.
- D'e 80 vloaz e teu Doue da ziskuliañ dezhañ ar gefridi zo bet aozet evitañ, a-greiz ma oa gant e zeñved. Kas a ra bugale Israel e-maez Egipt betek bro Kanaan. Mervel a ra a-raok mont di, d'e 120 vloaz.